Mont d’an endalc’had

Frikorneg gwenn

Eus Wikipedia
Frikorneg gwenn


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Perissodactyla
Kerentiad : Rhinocerotidae
Genad : Ceratotherium
Anv skiantel
Ceratotherium simum
Burchell, 1817
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar frikorneg gwenn (Ceratotherium simum) zo ur bronneg geotdebrer eus Afrika. Ar spesad nemetañ eo er genad Ceratotherium.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ ar frikorneg gwenn e-touez al loened brasañ a vev war an douar. Etre 1,5 ha 4 zonenn a bouez eo. War-dro 3 - 4 m eo hirder e gorf, gant ul lost 50-70 cm. Etre 1,50 m ha 1,90 m ouzh an draen eo. Brasoc'h eo ar par eget ar barez.

Gris-sklaer pe arvelen eo e liv. Blev skars zo amañ-ahont war e gorf, war beg e lost hag e zivskouarn hir.

Daou gorn zo war e fas [ar c'horn a-raok eo an hini hirañ (betek 1,50 m)] hag ur bos a c'hell bezañ war e gilpenn.

Ar gouennañ a c'hoarvez dreist-holl e-kerzh an hañv hag an diskar-amzer. D'ar mare-se e chom ar par gant ur barez e-pad div pe deir sizhun. An dougen a bad 16 miz ha ganet e vez ar menn nemetañ, 50 kg a bouez, a chom gant e vamm e-pad 2 pe 3 bloaz.

Ar barez a dizh hec'h oad gour da 6 vloaz hag ar par da 10 - 12 vloaz.

Merkañ a ra e diriad gant kaoc'h ha troazh hag en ur zistrujañ plant gant e gerniel. Dre vras n'eo ket feuls ar frikorneg gwenn ha n'a ket da dagañ spesadoù all.

Kouronkañ a ra er fank evit distanañ ha skarzhañ arvevaded.

Daou isspesad zo :

  • Frikorneg gwenn ar c'hreisteiz (Ceratotherium s. simum)
  • Frikorneg gwenn an hanternoz (Ceratotherium s. cottoni)