Frigousse
Ar frigousse zo ur meuz eus Bro-Roazhon, ur frigasenn gant kig-yar ha chistr. Sevel a ra ar frigousse d'ar Grennamzer, ur meuz goañv ankouaet hag addizoloet en XXvet kantved pa voe dedennet an dud adarre gant ar meuzioù simpl gant aozennoù lec'hel[1].
Aozet e vez gant kig-yar (yar, skilyar, koukoug Roazhon, houad, klujar...), chistr hag a zo koazhet evit kaout un hilienn, ha legumaj ar goañv : artichaod bihan, karotez, avaloù-douar... A-wechoù larjounezioù, kistin (eus Bro Redon da skouer) ha tokoù-touseg.
E 1991 e voe krouet ur confrérie du Grand Ordre de la Frigousse e Roazhon[2] evit skignañ an hengoun lipous-se e pep lec'h. Gwisket e vez he izili e gwenn ha du ha dibunañ a reont er foarioù, er gouelioù hag er marc'hadoù evit brudañ ar frigousse hag ober un tañva anezhi war ar memes tro.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ar frigousse war mangeons-local.bzh, gwelet d'ar 15 a viz C'hwevrer 2026.
- ↑ La frigousse de Rennes va-t-elle totalement disparaître de nos assiettes ?, pennad-skrid gant Leïlou Robert, An Telegramm, 2 a viz Ebrel 2023, gwelet d'ar 15 a viz C'hwevrer 2026.