Friedrich Krupp
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Friedrich Krupp, bet ganet d'ar 17 a viz Gouere 1787 e Essen (Impalaeriezh santel roman german) ha marvet d'an 8 a viz Here 1826 er memes kêr (neuze e Rouantelezh Prusia), a oa un teuzer hag ur produer dir alaman. War-dro 1811 e savas un deuzerezh vihan en e gêr c'henidik. Diwezhatoc'h, dindan atiz e vab Alfred Krupp (1812-1887), ar stalig a zeuias da vezañ ar Friedrich Krupp AG, un embregerezh bras hag a bourvezas Alamagn gant kanolierezh, karbedoù milourel hag armoù a bep seurt e-pad brezelioù bras an XIXvet hag an XXvet kantved, ouzhpenn kantadoù a broduioù all[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (de) Renate Köhne-Lindenlaub, Krupp, Friedrich, Deutsche Biographie (lennet d'ar 24/10/2025)