Frederig IX Brandenburg
Neuz
- Ur pennad Frederig IX zo ivez.
Friedrich IX (1588-1611) a oa margrav Brandenburg.
Ganet e oa e Cölln d'an 22 a viz Meurzh 1588.
Mab e oa d'an dilenner Johann Georg von Brandenburg (1525–1598), eus an Tiegezh Hohenzollern, ha d'e drede pried Elisabeth von Anhalt-Zerbst (1563–1607), a oa merc'h d'ar priñs Joachim Ernest von Anhalt.
E Frankfurt ha Tübingen e voe skoliataet kent ober tro Europa.
En 1594 e voe anvet da Coadjutor Urzh Sant Yann hag en 1610 e voe dilennet da Herrenmeister ("Mestr ar varc'heien"), evit beliezh Brandenburg,
Mervel a reas da 23 bloaz, d'an 19 a viz Mae 1611, en Sonnenburg e Prusia, (a zo Słońsk e Polonia hiziv). Beziet e voe en iliz Küstrin.