Mont d’an endalc’had

Freddie Oversteegen

Eus Wikipedia
Freddie Oversteegen e 2014, en ul lid en he enor

Freddie Dekker-Oversteegen, ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1925 e Schoten (Izelvroioù) ha marvet d'ar 5 a viz Gwengolo 2018[1] e Driehuis, er memes bro, a oa ur rezistantez izelvroat komunour e-pad an Eil Brezel-bed. Asambles gant he c'hoar Truus ha gant Hannie Schaft, stourm a reas eus 1940 betek 1945 en ur guzhat pe sikour Yuzevien, heñvelreviaded pe enebourien d'ar renad nazi. Brud a dapas an teir flac'h en ur lazhañ meur a soudard alaman. Lod anezho a veze paotretaet gante, kaset d'ar c'hoadoù a-raok bezañ lazhet[2].

Goude ar brezel e savas Freddie hag he c'hoar Truus an Nationale Hannie Schaft Stichting, un diazezadur evit enoriñ Hannie Schaft, drouklazhet e miz Ebrel 1945 gant Alamaned[1].

  1. 1 2 (nl) Freddie Oversteegen war lec'hienn an Nationale Hannie Schaft Stichting (lennet d'ar 01/06/2025)
  2. ↑ (fr) RIGOT Marie, Ces adolescentes qui ont usé de leurs charmes pour assassiner des nazis, La Libre (lennet d'ar 01/06/2025)