François d'Orléans, Priñs Joinville

Eus Wikipedia
François d'Orléans, Priñs Joinville

François d'Orléans (1818-1900), Priñs Joinville, a oa un amiral gall ha mab d'ar roue gall Loeiz-Fulup Iañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trede e oa eus c'hwec'h mab ar roue gall Loeiz-Fulup Iañ, hag ar seizhvet eus e zek bugel gant e bried Maria-Amélia de Bragança. Filhor e oa d'e voereb Adélaïde d'Orléans a roio dezhañ e susit he c'hastell en Arc-en-Barrois. D'ar 1añ a viz Mae 1843 e timezas e Rio de Janeiro da Francisca de Bragança (1824-1898), priñsez a Vrazil hag a Bortugal, merc'h d'an impalaer Pedro Iañ, a oa ivez roue Portugal evel Pedro IV.

Francisco Fernando en yaouank

Savet e voe da vezañ ofiser a vor. E 1836, da 18 vloaz e oa letanant er verdeadurezh vrezel.

Komandant al lestr La Creole e oa e-pad ar brezel a-enep Mec'hiko, kemer a reas kêr Vera Cruz, ha prizoniañ a reas ar jeneral mec'hikan Vistapiv eo?.

E 1840 ec'h erruas e Brazil e penn ar fourgadenn La Belle Poule, gant relegoù Napoleone Buonaparte, o tont eus da Santez-Helena, e-kreiz ar meurvor Atlantel, war e hent da Vro-C'hall.

E 1844 e kemeras perzh er Brezel etre Bro-C'hall ha Maroko hag e vombardas porzh Tanger hag e kemeras Mogador, ma voe anvet da vezamiral.

Pa grogas Dispac'h Gall 1848 edo en Aljeria, hag alese ez eas da repuiñ da Vro-Saoz gant e dud.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Françoise d'Orléans (1844-1925), dimezet en 1863 da Robert d'Orléans (1840-1910), dug Chartres.
  • Pierre d'Orléans (1845-1919), dug Pentevr. Ne zimezas ket, hogen daou vugel en doe :
    • Jeanne Lebesque (1879-), a zimezas d'ar markiz Jean de Gouy d'Arsy
    • Pierre Lebesque (1881-1962).
    • ur verc'h mar-c'hanet, e 1849.