Mont d’an endalc’had

Franz von Bayros

Eus Wikipedia

Franz von Bayros (28 a viz Mae 1866 e Zagreb (Aostria-Hungaria, hiziv an deiz e Kroatia) - 3 a viz Ebrel 1924 e Vienna) a oa un treser, ur skeudennaouer hag ul liver aostrian anavezet ivez dindan an anv Markiz Bayros. Brudet eo dreist-holl a-drugarez d'e bortfolio Erzählungen am Toilettentische.

Alies e vez keñveriet e oberennoù gant re Aubrey Beardsley ha re Félicien Rops.

Azalek 1890 e kenlabouras gant ar poltreder Eugen Felix (1836-1906), hag al livour gweledvaoù Gottfried Seelos (1829-1900). Bayros a zarempredas ivez ar sonaozer Johann Strauss, hag e verc'h-vihan, anvet Alice, a zimezas gantañ e 1896.

1907 : Liorzh Afrodit
Tresadenn tennet eus Erzählungen am Toilettentische

Skeudennoù :

Oberennoù all :

  • Die Bonbonnière. Galante und artige Sammlung erotischer Phantasien (1907)
  • Geschichten aus Aretino (1907)
  • Die Grenouillière, portfolio 15 tresadenn ennañ (1907), dindan ul lesanv
  • Erzählungen am Toilettentische portfolio 15 tresadenn ennañ (Privatdruck 1908), dindan ul lesanv
  • Bilder aus dem Boudoir der Madame CC portfolio 30 tresadenn ennañ (Privatdruck 1912)
  • Lesbischer Reigen portfolio 6 tresadenn ennañ (Privatdruck Budapest 1920)
  • Garten der Aphrodite portfolio 18 tresadenn ennañ
  • Les 1001 Nuits 5 tresadenn (Verlag Wilhelm Borngräber ; Berlin 1913)

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.