Mont d’an endalc’had

Frankoouriezh

Eus Wikipedia
Spagn frankoour
periodization, bro istorel, marevezh istorel
Deiziad krouiñ1 Ebr 1939 Kemmañ
Anv er yezh a orinEstado Español Kemmañ
Yezh ofisielspagnoleg Kemmañ
Kan broadelMarcha Real Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Kêr-bennMadrid, Salamanca Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°31′17″N 3°46′30″W Kemmañ
Renad politikelone-party dictatorship, Monarkiezh vonreizhel Kemmañ
Penn ar StadFrancisco Franco Kemmañ
Ezel eusAozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
Moneizpeseta Kemmañ
A zo stok ouzhMaouritania, Maroko, Portugal, Frañs, Andorra Kemmañ
Raklec'hiet gantEil Republik spagnol Kemmañ
Heuliet gantReign of Juan Carlos I of Spain, Spanish transition to democracy Kemmañ
Yezh implijetspagnoleg, katalaneg, galizeg, euskareg Kemmañ
Deiziad divodañ20 Du 1975 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Banniel Spagn Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Kingdom of Spain Kemmañ
Relijion ofisielLatin Church Kemmañ
Map

Frankoouriezh (spagnoleg: franquismo) pe Spagn Frankoour (spagnoleg: España franquista) zo troiennoù a ra dave d'ar renad politikel a oa e Spagn etre 1936-1937 ha 1977. Anv a reer ivez eus diktatouriezh Frankoour (spagnoleg: dictadura franquista), pe Spagn Vroadelour (spagnoleg: España nacionalista), evit envel ar mare-se en istor Bro-Spagn, pa oa ar jeneral Francisco Franco o ren ar vro goude bezañ bet trec'h e brezel diabarzh Spagn gant an titl a Caudillo. Goude e varv e 1975, Spagn a oa troet d'un demokratelezh. E-kerzh ren Francisco Franco, Spagn a oa anvet en un doare ofisiel ar Stad Spagnol (spagnoleg: Estado Español). Implijet e oa ivez an termenadur "Spagn Faskour", met dreist-holl a-raok an Eil Brezel-bed.

Kemmet eo doare ar ren hervez ar mare. Er mizioù goude ma oa tarzhet ar brezel diabarzh e miz Gouhere 1936, Franco a oa deuet goustadik da vezañ penn ar rebelled ha lakaet e oa bet e penn ar Stad d'ar 1añ a viz Here 1936, e penn an tiriadoù a oa e dalc'h al luskad broadelour. E 1937, Franco a oa deuet da vezañ diktatour hep gwir enebadur outañ hag embannet en devoa an Dekred Unvaniñ hag en doa rediet d'ur gendeuziñ eus an holl strolladoù aotreet hag a-du gant ar rebelled, en ur bloc'had broadelour spagnol, ar pezh a droe ar vro en ur Stad untuek renet gant ar FET y de las JONS. Fin ar brezel diabarzh e 1939 en doa ledanaet an takad dindan ren Franco war ar vro a-bezh ha tec'het e oa ar pennadurezhioù republikan d'an harlu. An diktatouriezh frankoour a oa bet da gentañ unan "faskour pe damfaskour", "faskouriet"[1] "hanter-faskour",[2] ha betek ur renad faskour da vat,[3], gant awenoù anat deuet diwar ar faskouriezh italian evel war dachenn ar sindikalouriezh, ar politikerezh ekonomikel, kenedouriezh, gant ur strollad politikel nemetken, hag an hollveliegezh war gement tachenn a oa er vuhez, prevez pe foran. Gant an amzer o tremen e oa bet digoretoc'h ar renad ha troet d'un diktatouriezh skañv[3] o lakaat sioul a-gostez ar faskouriezh reut hag ar falanksouriezh[4], met chomet e oa roudoù eus ar faskouriezh[5][2] hag ul lodenn vat eus blaz ar faskouriezh."[4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (2004) Fascism: The 'fascist epoch'. Taylor & Francis. ISBN 978-0-415-29019-7. 
  2. 2,0 ha2,1 «La tesis defendida por Payne en dicho dossier puede sintetizarse con estas palabras: Patrom:Blockquote» Glicerio Sanchez Recio. En torno a la Dictadura franquista Hispania Nova
  3. 3,0 ha3,1 Preston, Paul (2005). "Resisting modernity: fascism and the military in twentieth century Spain", The Politics of Revenge: Fascism and the Military in Twentieth-Century Spain. Routledge. ISBN 0415120004. 
  4. 4,0 ha4,1 (2003) Fascists and Conservatives: The Radical Right and the Establishment in Twentieth-Century Europe. Routledge. ISBN 978-1134997121. “The Franco regime - the only European regime with a major radical fascist ingredient to survive long beyond 1945, and studied here by Paul Preston - is a useful example. Notwithstanding the aforementioned fascisant tendencies within the Spanish Catholic and monarchist right, radical fascism, in the form of the Falange (fused from 1934 with the JONS), was weak until 1936 when it began to expand rapidly... In April 1937 Franco... fused the Falange with the Carlists, monarchists and the rest of the right to form the single party of his regime: a process, though differently conducted, somewhat similar to Italian fascism's fusion with Nationalism and Clerico-Fascism after 1922. The product, like the Italian Fascist regime, was a compromise between radical fascism and conservative authoritarianism, in this case with unambiguous military and Church support. As Preston indicates, Falangism played a superficially prominent and important role for as long as it suited Franco, that is, until the mid-1940s, thereafter to be shunted into the sidings of Spanish political life.” 
  5. «La ausencia de un ideario definido le permitió transitar de unas fórmulas dictatoriales a otras, rozando el fascismo en los cuarenta y a las dictaduras desarrollistas en los sesenta».Patrom:Harvnb, cap. «El franquismo como dictadura».