Frankiz
| Iskevrennad eus | gouested |
|---|---|
| Arvez | gwirioù mab-den |
| Deskrivet dre | Statue of Liberty, Kalamata |
| Dezverket dre | agency |
Ar frankiz eo stad an hinienn a zo dieub en ur gevredigezh, dieub diouzh harzoù gwasker un aotrouniezh war he doareoù bevañ, he c'hredennoù relijiel pe politikel[1]. Meiziad ar frankiz zo disheñvel hervez an dud, al lec'h hag ar c'henarroud. Ar fankiz zo alies un doare da vevañ hep harzoù direizh, ur stad lec'h ma vez doujet da wirioù an holl dud er gevredigezh. Er stumm-se, ar frankiz a zo diazezet war donezonoù an hiniennoù ha bevennet gant gwirioù an hiniennoù all. Evit kaout frankiz ez eus da gaout intrudu evit implij e frankiz dindan ren ar Gwir hep nac'hañ frankiz ar re all. Ar frankiz a c'hell bezañ tennet digant un den evel doare kastizañ. E darn eus ar broioù, un den lakaet da gablus eus un torfed a vez tennet e frankiz digantañ.
Stadoù-Unanet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Lezenn vonreizhel ar Stadoù-Unanet, ar frankiz urzhiet a dalvez e vez ret krouiñ ur gevredigezh kempouez lec'h ma c'hell an hiniennoù kaout frankiz hep kaout re a skoilhoù (frankiz nac'hus) ha ma c'hell pep unan kaout an tu da gaout gwelladennoù ha peadra da dizhout o falioù (frankiz pozitivel), kement-mañ en ur meiziad reizh.
Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a strollad politikel o deus bet implijet ar ger "frankiz" en o anv evel Frankiz Breizh (1984-2007), Douar ha Frankiz (2020-bremañ).
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ New Oxford American Dictionary (2010-01-01).