Francis Pegahmagabow

Francis Pegahmagabow, ganet d’an 9 a viz Meurzh 1889 el lec’h a zo bremañ ar Vroad Kentañ Shawanaga en Ontario (Kanada), ha marvet d’ar 5 a viz Eost 1952 e Parry Sound (Ontario), a oa ur soudard, politikour ha stourmer politikel kanadian, eus ar bobl Ojibway Nishnaabe. Brudet eo evit bezañ bet an tenner-resisted gantañ ar muiañ a soudarded enebour lazhet war talbenn Europa da vare ar Brezel-bed Kentañ, hag evit bezañ stourmet evit gwirioù ar Pobloù Kentañ goude e zistro da Ganada war-lerc’h.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Francis Pegahmagabow war riblenn reter ar Georgian Bay, en Ontario[1]. Mervel a reas e dad pa oa tri bloaz. Desavet e voe en un endro speredel ennañ mesket ar gatoligiezh hag ar c'hredennoù anishnaabe. Mont a reas d’ar skol betek 1912 a-drugarez d’ur yalc’had roet gant ar gouarnamant. Eno e teskas lenn ha seniñ. Labourat a reas evel paotr-an-tan evit Ministrerezh ar Pesketa war bageier al Lennoù Meur[2].
Brezel-bed Kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rollañ a reas en arme kanadian d’an 13 a viz Eost 1914, dek devezh goude an disklêriadur-brezel eno. Evel ezel eus batailhon kentañ rann-arme gentañ ar bagad brezel e voe e-touez ar soudarded kentañ eus e vro kaset da Europa. Eno e kemeras perzh e eil emgann Ieper, emgann ar Somme, emgann Paschendaelle hag Argadenn ar C’hant Deiz[1]. Anvet e voe da gaporal, ha dont a reas da vezañ ur sklêrijenner hag un tenner-resisted efedus, pa lazhas 378 soudard alaman, an niver uhelañ er brezel-se evit un tenner-resisted, ha pa brizonias un 300 bennak anezho. Ar Médaille militaire hag enorioù all a voe roet dezhañ evit e oberoù, met gouzanviñ a reas en e vruched e vuhez-pad abalamour d’ur bneumonienn tapet en trañcheoù ha d’un argad gant gazoù-emgann en doa anduret e 1917[2].
Distro d’ar vro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa zistroas da Ganada e 1919 ec’h adkavas Francis Pegahmagabow an dismegañs hag a baourentez a rae o reuz a-enep ar Pobloù Kentañ. Dimeziñ a reas gant Eva Tronche, ha ganti e savas ur familh a eizh bugel[1]. Adalek 1921 e voulc’has gant ar politikerezh, ha choazet e voe evel unan eus pennoù bandennad Parry Island (Broad Kentañ Wasauksing hiziv-an-deiz). Klask a reas lakaat e plas ur gwir d’ar pennoù bandennadoù nac’hañ divizoù gwazourien an Indianed, a oa fonksionerien paeet gant ar Stad evit ren war ar Pobloù Kentañ. Jeu a savas etrezañ ha Gwazourien an Indianed, ha gant izili e vandennad memes. Lakaet e voe a-gostez eus an divizoù tamm-ha-tamm[2].

E-pad an Eil Brezel-bed e labouras evel gward en uzin munisionoù e-kichen Nobel, en Ontario. Kemer a reas perzh e manifestadegoù evit goulenn ma ne vije ket rediet an henvroidi da vezañ rollet en arme ha da baeañ tailhoù ‘zo. Adalek 1945 e kasas daou resped evel penn-meur Gouarnamant an henvroidi, unan eus aozadurioù politikel kentañ ar Broadoù Kentañ e Kanada[2].
Mervel a reas d’ar 5 a viz Eost 1952 diwar un taol en e galon. Interet eo bet war zouaroù ar Vroad Kentañ Wasauksing, war enez Parry[3]. E vedalennoù hag e goef penn-meur zo bet roet da Virdi kanadian ar brezel e Ottawa[2].
Kredennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stag e oa Francis Pegahmagabow da gredennoù e bobl. A-raok mont da Europa e 1914 e reas e rejimant un ehan e-kichen ur c’hamp ojibwe. Eno e voe roet ur sac’had pareer dezhañ gant un Amerindian kozh. Ar sac’had a chomas gantañ a-hed ar brezel. Francis Pegahmagabow a gontas e oa a-wechoù kalet-tre ar sac’had, hag evel ma ne vije netra e-barzh gwechoù all. Hervezañ e sikouras anezhañ da zreistbevañ e-pad an emgannoù[2].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un delwenn en enor da Francis Pegahmagabow zo bet savet gant ar c'hizeller Tyler Fauvelle, ha staliet e kreizenn arzoù Parry Sound (Ontario)[3].
- Tudenn nesañ ar romant Three Day Road (2001), skrivet gant Joseph Boyden, zo awenet gant buhez Francis Pegahmagabow.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Francis Pegahmagabow, le valeureux tireur d’élite, abadenn war Radio Canada, 54 mn, 30/11/2022 (selaouet d'an 22/01/2025)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) McINNES Brian D., Sounding Thunder: The Stories of Francis Pegahmagabow, University of Manitoba Press, 2016, 240 p. ISBN 9780887558245
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Personnage historique national de Francis Pegahmagabow (1889-1952), Parcs Canada, 13/06/2019 (lennet d'an 22/01/2025)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 (fr) KOENNECKE Franz M., Francis Pegahmagabow, L'Encyclopédie canadienne, 01/12/2020 (lennet d'an 23/01/2025)
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) Monument commémoratif de Francis Pegahmagabow, Anviens Combattants Canada (lennet d'an 23/01/2025)