Francesco Maria de' Medici

Eus Wikipedia
Ha poltred ar c'hardinal Francesco Maria de' Medici ennañ.

Francesco Maria de' Medici (Firenze 1660 – Villa di Lappeggi 1711) a oa ur c'hardinal italian, Dug Rovere ha Montefeltro.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil mab Ferdinando II de' Medici, dug-meur Toskana, ha Vittoria Della Rovere, e oa. Ganet e oa 18 vloaz war-lerc'h e vreur henañ, Cosimo III de' Medici‎, a voe dug-meur war-lerc'h o zad.

E 1683 e voe anvet da c'houarnour Siena, hag e 1686 da gardinal.


Pa varvas e vamm e 1694 eo e teuas da vout dug Rovere ha Montefeltro.

O chom e veze er Villa di Lappeggi, adsavet gantañ, ha brud fall a dapas abalamour d'ar banvezioù hag orgedoù aozet eno.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1709, gwall fall e yec'hed gant ar seurt buhez, tev evel ur varrikenn, diaes dezhañ bale, e rankas plegañ da c'hoant e vreur, an dug Cosimo, ha dimeziñ da Eleonora Luisa Gonzaga (1686–1741), merc'h da Vincenzo Gonzaga, Dug Guastalla, evit saveteiñ al lignez a oa o vont da get. Evit dimeziñ avat e voe torret eus e garg a gardinal gant ar pab.

Koll a reas an nebeud a yec'hed a chome dezhañ e gwele e wreg hogen aner e voe e strivoù.

Mervel a reas e Bagno a Ripoli en 1711. Cosimo III de' Medici a varvas e 1723 hag e vab paotretaer Gian Gastone de' Medici a varvas divugel e 1737. Goude marv ar re-se ne chomas nemet Anna Maria Luisa de' Medici (1667-1743) evel Medici ken war an douar.

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ugo Chiti en deus skrivet ur pezh diwar-benn e eured, "Nero Cardinale".

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]