Francesc Macià

Eus Wikipedia
Francesc Macià

Francesc Macià i Llussà (21 Here 1859 e Vilanova i la Geltrú - 25 Kerzu 1933 e Barcelona) a voe Prezidant ar Generalitat de Catalunya. Ofiser e oa bet ivez en arme Spagn.

Letanant-koronal e oa Francesc Macià pa oa en arme. Sevel a reas a-enep tagadenn ofiserien all a-enep ti ar gazetenn La Veu de Catalunya, a oa ivez ti ar gazetenn flemmus ¡Cu-Cut!, e 1905. Rankout a reas kuitaat an arme, pa savas al lezioù-barn a-du gant an ofiserien-se ha pa voe kondaonet ¡Cu-Cut! abalamour d'un dresadenn flemmus.

E 1907 e voe dilennet da gannad, evit ar wech kentañ, en anv ar gostezenn Solidaritat Catalana. Addilennet e voe meur a wech goude. E 1922 e voe savet gant Macià ar strollad Estat Català.

E 1926 e klaskas sevel un emsavadeg armet a-enep diktatouriezh Miguel Primo de Rivera, adalek Prats de Molló, e Katalonia an Norzh. C'hwitañ a reas an emsavadeg, harzet gant an archerien c'hall. Met brud a c'hounezas Estat Català ha Macià gant an taol-se. Mont a reas d'an harlu, da Vrusel da gentañ, da Arc'hantina goude ha da Guba diwezhatoc'h.

Goude diskar an diktatour Primo de Rivera, e miz Genver 1930, e tistroas Macià eus Kuba. E miz Meurzh 1930 e voe unanet ar strollad Estat Català gant ar Partit Republicà Català, savet gant Lluís Companys, ha bodet e voent en ur strollad nevez, Esquerra Republicana de Catalunya. E miz Ebrel 1931 e voe embannet ar Republik Katalan gant Macià e Barcelona, goude trec'h ar strollad politikel nevez.

Asantiñ a reas goude-se d'ur statud emrenerezh evit Katalonia e-barzh Republik nevez Spagn, embannet d'ar mare-se ivez. Prezidant ar "Generalitat" emren nevez e voe, adalek 1932 ha betek e varv e 1933. Beziet e voe e bered Montjuïc e Barcelona.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.