Mont d’an endalc’had

François Georges-Picot

Eus Wikipedia
François-Georges
Picot

D'ar 26 a viz Genver 1918
Ganedigezh 21 a viz Kerzu 1870
Paris
Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv 20 a viz Mezheven 1951
Paris
Bro-C'hall Bro-C'hall
Broadelezh  Gall

Micher Alvokad
Diplomat
Kargoù
Koñsul Bro-C'hall
Banniel Liban Liban
(1896-1914)
Kannadour Bro-C'hall
Bulgaria Bulgaria
Banniel Arc'hantina Arc'hantina
(1920-1925)
(1948-1951)

François Georges-Picot (18701951) a oa un alvokad hag un diplomat gall hag a gevraouas an Emglev Sykes-Picot gant an diplomat saoz Sir Mark Sykes (1879-1919) etre miz Du 1915 ha miz Meurzh 1916 a-zivout rannadur ar Reter-Nesañ a-c'houde ar Brezel-bed kentañ.

Kuzh e oa an emglev-se, a voe sinet d'ar 16 a viz Mae 1916 etre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet evit rannañ an Impalaeriezh otoman kenetrezo, pa c'houlakaent e vije trec'h ar c'hengevredad anvet Emglev tridoubl (Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet, Impalaeriezh Rusia, hag Italia diwezhatoc'h) war an Impalaeriezh otoman er Brezel-bed kentañ — kement-se holl hep derc'hel stad eus mennozhioù an Arabed.

Ganet e voe F. Georges-Picot e Paris d'an 21 a viz Kerzu 1870, trede mab an istorour Georges Picot (1838-1909). Eontr-kozh ar prezidant gall Valéry Giscard d'Estaing eo dre Geneviève Georges-Picot, mamm-gozh a-berzh mamm hemañ.

Goude bout studiet ar gwir e voe alvokad e Lez engalv Paris e 1893. Daou vloaz war-lerc'h e troas war-du an diplomatiezh pa voe prezour kannad er Renerezh politikel kent mont da sekretour ar c'hannadour e København (Danmark).
E 1897 e timezas gant Marie Fouquet ; ur mab ha div verc'h o devoe.
Goude København ez eas da Veijing (Sina) kent bout anvet da Bennkoñsul Bro-C'hall e Beirout (Liban) nebeud a-raok deroù ar Brezel Bras.

Pa darzhas ar brezel e 1914 e voe kaset da Gaero (Egipt), ma chomas e darempred gant kristenien Varonit Liban. En nevezamzer 1915 e voe galvet da Baris gant Ministrerezh an Aferioù estren evit difenn lodenn Bro-C'hall er feur-emglev a oa e go.
Peogwir e oa anezhañ un ezel eus ar Parti colonial e savas F. Georges-Picot a-du gant ul Leuriadur melestradurel gall war Siria ha Liban er feur-emglev, pa felle dezhañ e renfe Bro-C'hall war ur "Siria glok" astennet eus İskenderun (e Turkia hiziv) betek Sinai hag eus Mosoul (en Iraq hiziv) betek aodoù ar Mor Kreizdouar[1].

Goude sinadur ar feur-emglev kuzh e voe anvet da Uhelgomiser e Siria ha Palestina (1917-1919), ma voe Louis Massignon e guzulier, kent bout kannadour e Bulgaria e 1920 hag en Arc'hantina goude.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) CLOAREC, Vincent & LAURENS, Henry : Le Moyen-Orient au 20e siècle, ArmandColin, 2003 (ISBN 978-2-200-26614-1)
  1. D'ar 25 a viz Ebrel 1920 e voe lakaet al Leuriadur e pleustr gant Kevredigezh ar Broadoù.