Frañsez-Vari Klec’h
Frañsez-Vari Klec’h (François-Marie Clec'h e marilh an ti-kêr), bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1788 e Montroulez hag aet da Anaon d'ar 7 a viz C'hwevrer 1872 e Kastell-Paol, a oa ur barzh brezhonek.
Mab e oa da Vari-Janed Landouer ha da Yann-Frañsez Klec'h (1751-1809), noter ar roue gall Loeiz XVI ha saver gwerzioù.
Goude e studi e kloerdi Kemper e voe beleget Frañsez-Vari d'an 22 a viz C'hwevrer 1812, d'an oad a 24 bloaz, hag anvet da gure e Kemperle. Diwezhatoc'h e voe kure e Kemper, a-raok bezañ anvet e Treger ma voe kure e Plouigno hag e Lanneur.
Goude 30 bloavezh servij e voe anvet da berson e Plouganoù d'an 22 a viz Ebrel 1842. Ne badas ket : e 1847 e roas e zilez, d'an oad a 59 bloaz, hag ez eas da gemer e ziskuizh e ti Sant-Jozeb e Kastell-Paol. Eizh vloaz diwezhatoc'h koulskoude, e 1855, ez eas da aluzener e klañvdi al leanezed, e Kastell-Paol bepred. E 1870 e tistroas da Sant-Jozeb, ma varvas daou vloaz goude.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a anv-pluenn en doe dibabet : Ar Person Sorser, Barz Rungolven, Klec'h bihan ha Le Glaneur celtomane.
- Ankenn Janedik
- Distron Per eus an armé
- Emgann Alre
- En kèr ha var mès
- Hunvre ann duk a vreiz, Iann pevare
- Intaon al lochenn
- Kimiad (Tiryr ha Melibee)
- Kolladenn he vam, pe moumoun he vam
- Pélérinès Rumengol
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lukian Raoul : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p.67 (ISBN 2-7368-0034-6)