Fouzhlec'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Saloñs ur fouzhlec'h, gwelet gant Toulouse-Lautrec.
Gisti er Shimpuro Brothel e Yokohama.
Gweladenn ar medisin, gant Toulouse-Lautrec.
Fouzhlec'h en Alamagn
Soudarded alaman ha gisti en o fouzhlec'h, ur savadur bet sinagogenn Brest, e 1940.
Maouez en ur fouzhlec'h alaman.

Ur fouzhlec'h zo un ti ma c'haller kaout darempred reizhel gant gisti. Renet e vezont alies gant maouezed anvet houlierezed, dindan evezh ur gwaz anvet houlier, hag a ren warno dre spont.

Peurvuiañ e vez degemeret ar pratikoù en ur sal ma vez servijet dezho da evañ, da c'hortoz o zro, ma reont anaoudegezh gant ar maouezed. Goude e savont gant an hini dibabet d'ar gambr ma c'hoarvezo an embarañ pe c'hoarioù all.


Statud[kemmañ]

E broioù zo int difennet hervez al lezenn, evel e Bro-C'hall bremañ. Brudet e oa Madame Claude evel houlierez, renerez fouzhlec'h, e kornad Pariz er bloavezhioù 1960 ha 1970. E 1976 e rankas mont da repuiñ d'ar Stadoù-Unanet abalamour ma klaske tud an Tailhoù lakaat o c'hrabanoù war he yalc'h.

Kement-se ne vir ket ouzh ar polis da gavout tier kuzh ur wech dre vare, na da wareziñ lod all a-hervez.


Lennegezh[kemmañ]

Un toullad kontadennoù gant Maupassant a c'hoarvez en-dro d'ar gisti. Une partie de campagne gant Jean Renoir (1936) zo ur film (hag ur bennoberenn) tennet eus unan anezho, ma weler merc'hed ur fouzhlec'h o kuitaat kêr da vont d'ur gomunion war ar maez.

Liverezh[kemmañ]

E Pompei[kemmañ]

Dismantroù ur fouzhlec'h dek kambr ennañ zo bet kavet e Pompei, ha livadurioù ennañ ivez.

Taolennoù Toulouse-Lautrec[kemmañ]

Femmes de Maison (gisti), Henri de Toulouse-Lautrec, c. 1893–1895

Meur a boltred gisti a zo bet savet gant al livour gall Henri de Toulouse-Lautrec, ha taolennoù graet gantañ e-barzh fouzhlec'hioù Pariz.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Giancarlo Fusco, Quando l'Italia tollerava, Nanni Canesi Editore, Roma, 1965, pp. 388
  • Massimo Centini, Bordelli Torinesi – Quando le case chiuse erano aperte, Editrice Il Punto-Piemonte in Bancarella, Torino, 2013, pp. 336

Liammoù[kemmañ]