Mont d’an endalc’had

Fourmaj-rous eus Breizh

Eus Wikipedia
Fourmaj-rous eus Breizh
human food
Iskevrennad eusPâté de campagne Kemmañ
Anvet diwarBreizh Kemmañ
BroFrañs Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Product certificationLec'h orin gwarezet Kemmañ

Fourmaj-rous eus Breizh a zo fourmaj-kig moc'h rik hag a zeu eus hengoun kouerien Breizh. Ul Label ruz hag ul Lec'h orin gwarezet (LOG) a zo gantañ, gant ur c'haier ar c'hargoù strizh[1],[2].

Aozet e vez gant tammoù kig-moc'h evel ar gorzailhenn, kourailhoù, avu ha tonenn dreist-holl, hag ognon.

Perzhioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poazhet e vez ar fourmaj-rous eus Breizh en ur forn sec'h ent-hengounel en ur girin hep golo, ur rouedell voc'h warnañ (ket evit ar boestoù-mir). Teñval eo e liv abalamour d'an avu a zo e-barzh. Degaset e vez an douster, ar c'hwekted hag ar freskted gant an ognon stank a zo. Strak e vez ivez gant an tammoù gros a donenn a zo e-barzh.

Fourmaj-rous eus Breizh en ur girin.

Dleout a ra bezañ graet gant 20 % a avu da nebeutañ, 25 % a gorzailhenn, 5 % a ognon kriz ha 5 % a donenn.

Aotren a reer aozennoù all betek 25 % : kalon, druz kalet, bevin moc'h hag al lodennoù debrus eus ar penn.

Ar 15 % a chom eo ar sasunadur ha teksturerioù ha kevogerioù all aotret, da lavaret eo 5 % bouilhoñs, 2 % holen, 0,3 % pebr, 1% sukr, 3 % bleud, ampez pe fekul gant kraoñ-muskadez, kignen, chalotez, perisilh, tin, lore, chistr, lambig pe chouchenn. Bez ez eus ivez 2 % gwenn vi, karamel evit al liv rouzet ha gelatin moc'h evit an tekstur. Aotret eo an danvezioù-mirout trenkenn askorbek (E300) dindan 0,03 % ha nitrit natriom pe galiom[1].

Takad douaroniel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An takad douaroniel a glot gant Breizh a-bezh, da lavaret eo ar pemp departamant.

Hengoun ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar moc'h e teue ar c'hig debret e Breizh gwechall dreist-holl. Pep familh gant peadra en doa ur pemoc'h pe zaou zoken[1]. Boset e veze er goañv alies, an tammoù nobl a veze miret er bailh-kig pe en ur pod krag bras gant holen gris bras[3]. Ar restajoù kig evel ar gorzailhenn hag ar c'hourailhoù (avu, tonenn, penn) a veze implijet evit ober fourmaj-rous poazhet e forn-vara ar baraer pe ar gêriadenn. Ar poazhañ hag ar roedell a roe d'ar fourmaj-kig ur greunenn flour, karamelet he liv, o reiñ dezhañ e vlaz hep e bar. An ognon, produet e-leizh d'ar mare-se, a lakae ar fars da vezañ dousoc'h ha strakoc'h. Gallout a rafe ar rekipe bezañ klotaet gant chistr pe lambig hervez ar familhoù, ouzhpenn ar saezonamant boas gant holen, pebr, tin, lore, perisilh...

Hengoun sevenadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lid da vat e veze bosadur ar pemoc'h, graet gant ar baotred evit kregiñ. En eil deiz e veze gant ar merc'hed e veze graet war-dro ar salladurezh, ha goude ar charkuterezh. Gant ar silzigoù e veze kemeret ar restajoù kig gwellañ, ha goude e veze aozet ar fourmaj-rous gant un darn eus ar pezh a chome. War-lerc'h e veze graet ar gwadegennoù du gant druz, ognon hag ar gwad miret er fresk er selier gant un bannig gwinêgr. Tro an anduilh a oa goude, gant ar peurrest eus ar bouzelloù naetaet mat. Ar druz a chome a veze teuzet evit ober senell lakaet er fresk evit bezañ implijet diwezhatoc'h[4]. Netra ne veze kollet.

Produet e veze ar fourmaj-rous evit an deizioù-gouel, Fest an hoc'h hag an euredoù[1].

Adalek ar bloavezhioù 1960 e krogas hengoun ar bosadur er menajoù da vont war ziskar, ha ganti ar chemet d'ober fourmaj-rous gant an tammoù-izel a oa e-barzh ar familhoù. Dre chañs e voe adkemeret ar produadur gant ar charkuterien artizanel vreizhat. Aotreet eo c'hoazh bosañ ar moc'h er menajoù evit boued an tiegezh hepken, dindan divizoù zo[5].

Hengoun artizanel hag industriel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XXvet kantved e voe miret aesoc'h an tammoù nobl a-drugarez d'ar yenerez ha war-lerc'h d'ar skornerez. Diorren a reas ar boestoù-mir boued hag ar filierenn sevel moc'h kerkent ha 1920, hag an treuzfurmadur kig kerkent ha 1936, a-drugarez d'ar bouedvirerezh a oa dija evit al legumaj hag ar pesked.

Abaoe 1978 e vez bep bloaz ur genstrivadeg ar gwellañ fourmaj-rous eus Breizh evit an dud a vicher, ar charkuterien hag ar charkuterien-tinellerien. Aozet e vez gant Unaniezh vicherel ar charkuterien ha charkuterien-tinellerien eus Aodoù-an-Arvor. Barnet e vez ar produioù gant ur juri tud a vicher hag amatourien[6].

Krouet e voe al Label ruz "fourmaj-rous eus Breizh" e 1980. Boulc'het e voe ar raktres LOG e 2000 gant tud a vicher ar gennad, industriourien hag artizaned eus ar vro. Krouet e voe Kevredigezh difenn ha broudañ ar fourmaj-rous eus Breizh e 2003 evit dougen ar raktres da sevel ul label europat Lec'h orin gwarezet (LOG). E 2013 e voe krouet al label LOG evit gwareziñ an anvadur.

Sifroù produiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1996 e oa ar fourmaj-rous eus Breizh an hanter eus produadur fourmaj-rous Frañs. E 2016 e tizhas ar produiñ 1 072 tonenn, hag e 2019 1 842 donenn a-drugarez d'ar gwarez roet gant al LOG[7].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.