Foulk II
Foulk II a oa kont Anjev en Xvet kantved. Kont Naoned e voe ivez, ha dug Breizh e-pad 4 bloaz, dre vras etre 942 ha 960. Mab e oa da Foulk Iañ ha Roscille Loches.
Kentañ anv zo anezhañ a zo en ur garta a-berzh e dad e 929, gant e vamm hag e vreur Guy. E miz Eost 941 e sinas ur garta all gant e dad, ha moarvat e voe kont prestik goude. Emglev a oa etrezañ ha skourr ar Robertizien, ha bec'h a veze etrezañ ha konted Bleaz.
Div wech e timezas. Da gentañ e 937 d'ur briñsez anvet Gerberga, ha n'anaver ket.
Goude pa varvas Alan II, dug Breizh, en 952, e timezas Foulk gant e intañvez. Evel-se e lakaas e grabanoù war gontelezh Naoned en anv e lezvab Drogon.
Mervel a reas ar bugel e 958, ha diskred zo bet war al leztad. Kont Naoned e voe Foulk betek 960, ha neuze eo Hoel Iañ, mab Alan Barvek, an hini a voe anvet da gont Naoned.
Rankout a reas lezel kêr Saumur gant Tepot an Trucher, kont Bleaz. Ne voe adkemeret kêr gant konted Anjev nemet kant vloaz war-lerc'h. Tennañ a reas Méron digant Gwilherm III, kont Poatev.
Daoust d'an toulladig torfedoù lakaet war e gont e seblant bezañ bet ur priñs troet gant an arzoù hag ar varzhoniezh.
Diwezhañ keloù zo anezhañ a zo e miz Gwengolo 958, pa voe bodet konted Bleaz hag Anjev gant aotrouien a Vreizh. Er vodadeg-se e voe anvet da gont naoned, ha da zug breiz zoken.
E miz Gwengolo 960 e oa e vab Jafrez an hini a oa kont Anjev. Mervel a rank bezañ graet etre keit-se.
E bried Gerberga
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 937 d'ur briñsez anvet Gerberga, ha n'ouzer ket gwall dra anezhi, nemet e varvas a-raok 952, ha n'eus roud ebet eus anv he zud en dihelloù. Hervez ur vartezeadenn e vije bet merc'h da Ratburn Iañ, beskont Vienna, ha da Gerberga. Ratburn a oa mab Berillo, beskont Vienna, hag Ermengarda, merc'h da v-Boson, roue Provañs. Kement-se a c'haller soñjal abalamour ma tegouezh neuze anvioù Gerberga hag Ermengarda e tiegezh konted Anjev, dre ma oa darempredoù mat etre Bourgogn hag Anjev. Ur brouenn n'eo ket avat, rak doareoù all zo da zisplegañ donedigezh an anv Ermangarda. Hag un anv paot a-walc'h e oa Gerberga.
Hervez ur vartezeadenn all e vije bet merc'h da Jafrez, beskont Orleañs, ha da Ada. Da neuze e komprener gwelloc'h donedigezh an anv Jafrez e-touez konted Anjev, ha penaos e voe legadet kontelezh Gâtinais.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugale o doe Foulk ha Gerberga :
- Jafrez Iañ Grisegonel († 987), kont Anjev war-lerc'h e dad.
- Guy († 994), eskob Puy-en-Velay.
- Adelaid Anjev (945-50 † 1010 ou 1026), anvet ivez Blanche, dimezet meur a wech :
- en 967 da Étienne de Brioude, beskont Gévaudan
- war-dro 975 da Raymond (V) († 978), kont Toulouse
- en 982 da Loeiz V († 987), roue Bro-C'hall, met dispartiañ a eurejont buanen
- en 984 da Gwilherm Iañ († 993), kont Provañs.
- hag ivez moarvat Adela, dimezet da Gaoter Iañ, kont Vexin, Valois hag d'Amiens. Ma kreder e c'hallfe Adèle bezañ merc'h da Foulk II eo abalamour ma erru an anvioù Foulk, Jafrez, ha Guy e-touez bugale Gaoter hag Adela.
Dre fazi eo ez eus bet roet dezho bugale all:
- Dreux, pe Drogon, a vije bet eskob ar Puy war lerc'h e vreur, met ne gaver ket an anv-se e roll an eskibien en Xvet kantved, ha moarvat ez eus bet kemmesk gant Drogon Breizh, mab da Roscille Bleaz hag Alan Barvek, lezvab Foulk II pa zimezas dug Anjev da Roscille Bleaz intañvez Alan Barvek.
- Humbert le Veneur, meneget gant Mabille e 1871, met n'eus roud skrivet ebet a gement-se
- Bouchard le Vénérable († 1007), kont Vendôme, meneget gant Mabille ivez en 1871, met sklaeraet eo bet an afer abaoe.
Pa intañvas Foulk ec'h addimezas e 954, da Roscille Bleaz eta, ha hi intañvez Alan II (Alan Barvek), dug Breizh ha kont Naoned, ha c'hoar da Tepot an Trucher, kont Bleaz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chronique des Comtes d'Anjou, skrivet gant ur manac'h anjevat etre 1100 ha 1140, war c'houlenn Foulk Rekin ; meneg zo eus Foulk II.
- La légende dorée des Comtes d'Anjou, Christian Thevenot, Olivier Orban, Paris (1991) (ISBN 2-85565-624-9)
- Patrick Van Kerrebrouck, Nouvelle histoire généalogique de l'auguste maison de France, lev renn gentañ : La Préhistoire des Capétiens (gant Christian Settipani), 1993.