Mont d’an endalc’had

Fouas Naoned

Eus Wikipedia


Fouas Naoned a zo ur seurt fouas genidik eus Bro-Naoned, ur varaenn e stumm ur steredenn c'hwec'h brec'h pe « korn » [1], graet diwar bleud, amann, laezh ha sukr, a-wechoù frondet gant lambig.

Fouas Naoned

Genidik eo fouas Naoned eus an Hae-Foazer, e gwinieg Naoned. Krouet e voe en XIXvet kantved gant gwinnierien eus ar vro[2], ha produet e vez eno c'hoazh hiziv an deiz. Setu perak e vez dediet ur gouel dezhañ e kreiz miz Gwengolo en Hae-Foazer[3]. A-raok 1914 e oa 80 foaser er vourc'h hec'h-unan hag a bourveze ar rannvro a-bezh. Echuiñ a reas an hini diwezhañ gant e vicher e 1992.

Gant ar varaerien ha pastezerien e vez fardet fouas Naoned bremañ, e daou lec'h dreist-holl :

Ar prantadoù produiñ a cheñch ivez hervez al lec'hioù :

  • a-hed ar bloaz en Hae-Foazer,
  • e-pad ar gwin nevez e Naoned hag er peurrest eus ar winieg,
  • e Gouel Pask en norzh d'ar stêr (gwechall e veze ar gustum gant ar baeroned hag ar maeronezed da brofañ ur fouas d'o filhor pe filhorez).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. A-wechoù pemp korn evel e Bouez pe seizh korn evit ar patromoù brasañ.
  2. Présentation de la fouace nantaise et son histoire
  3. . Ur « gouel ar fouasoù » all a vez aozet ivez tro an 11 a viz Du e karter Naoned Chantenay, lec'h m'en em stalias kalz fouaserien eus an Hae-Foazer gwechall.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.