Mont d’an endalc’had

Fouas

Eus Wikipedia
Focaccia eus Italia.

Ar fouas a zo baraoù, briochennoù ha gwastilli eus kornioù-bro liesseurt en Europa, pep hini gant e rekipe hag e anv.

Ar "pogatschen".

Ar Balkanoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar "pogača".

E Meukon (Bro-Gwened) e voe roet an droad d'al lovreien fardañ seurtoù gwastilli e stumm skudell diwar toaz bara poazhet gant tan keuneud en XIIvet kantved. An hengoun-se en deus padet betek 1973. Ne veze treuskaset ar rekipe nemet a dad va vab. Daoust da vezañ bet klasket adlañsañ ar fouas gant ur baraer eus Gwened, mab d'ur fouaser anezhañ er bloavezhioù 1980, e seblant fouas Meukon aet da get da vat[1],[2],[3].

Fouas Naoned a vez graet c'hoazh e Bro-Naoned. Eus an Hae-Foazer eo genidik, er gevred da Naoned, er winieg. Ur varaenn vriochet e stumm ur steredenn eo.

E Bro-C'hall e kaver an anv fouace, fouasse, fougasse, fougace ha fouée :

Ar "pogača".

Ar "bougatsa".

Ar "focaccia"" en Italia, bara plat kevatal ouzh ar "fogassa" brovañsat ; hag ar "fogazza"" e Sardegna.

Ar "foassa" a zo en Aveyron, e bro Roergue. Ur varaenn sukret eo, fetis awalc'h he minvig, e stumm ur gurunenn, graet gant un toaz go mesket gant vioù hag amann, nebeut sukret, frondet gant dour bleuñv orañjez.

Ar "fogassa" ("fougasse" pe "fougace" e galleg) a zo ur varaenn eus Provañs, blot he zoaz.

Ar "fogaza"" pe "fogaseta" pe "fogassa".

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. eñvorennoù bugaleaj
  2. Histoire e www.meucon.fr
  3. 1649-1759 Archives départementales du Morbihan e Dielloù departamant ar Mor-Bihan