Luc'hskeudennerezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fotografi)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Joseph N. Niépce
(1765)-1833)
Ijiner al luc'hskeudennerezh

Ar luc'hskeudennerezh (pe ar fotografiezh) a zo :

  • ur rummad teknikoù da enrollañ skeudennoù ;
  • un arz, ur brank deus Arzoù ar Gweled, met ivez ur skiant hag a implij an teknikoù-se.

Teknikoù al luc'hskeudenniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor al luc’hskeudennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet gant materi ha teknikoù simpl, e c'hellas tennañ splet eus nevezadurioù a-leizh teknologiezhioù ha teknikoù war tachennoù an optik, ar gimiezh, ar mekanikerzh, an tredan, an elektronik hag ar stlennegezh.

Ijinañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Point de vue du Gras, disoc’h kentañ eus un taol-arnod gant Joseph Nicéphore Niépce. Diskouez a ra ar luc’hskeudenn-mañ ul lodenn eus ti Niépce. Luc’hskeudennet e oa bet ar gwel kaer e 1826.

Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe Aristoteles e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan(stenop) en ur « gambr du » (camera obscura) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar gloridenn arc’hant da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas Jacques Charles, anavezetoc’h p’en doa ijinet an aerlestr c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl). Thomas Wedgwood (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an nitrat arc’hant (AgNO3.) ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit John Herschel, deskrivañ a reas perzhioù an hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O,), deuet da vezañ ar stabilaer, e1819.

Joseph Nicéphore Niépce, ur ijinadennour eus Chalon-sur-Saône, a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù staen goloet a der-douar Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù (1826 pe 1827) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e Saint-Loup-de-Varennes (Saône-et-Loire). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. [1]. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.

Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e 1833 e kendalc’has Louis Jacques Mandé Daguerre da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat ar frapad paouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E 1839 en doa lakaet ar gouzieg ha kannad François Arago da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.

E 1839 e oa bet kinniget ijinadenn Daguerre, an dagerotip, da Akademiezh skiantoù Frañs. Er bloavezh-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn Nièpce, evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar Stad c’hall da vezañ perc’henn an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6000 lur da z-Daguerre hag a 4000 lur da Isidore Nièpce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar « bed » da c’houde.

Gant an dagerotip e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » (pa vez digoumoul an oabl). Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh avat. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a vo graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.

Emdreiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdreiñ a reas buan-kenañ al luc’hskeudennerezh da c’houde. Disoc’h an enklaskoù, evit gwir, a voe akuitizet gant ar Stad c’hall ha pep hini en doa gallet buan-kentañ gwellaat al luc’hskeudennerezh.

Gallout a c’haller rummañ an araokadennoù e teir lodenn :

1 Berraat an frapad paouezadenniñ dre greskiñ

  1. elfenn eus ar roll niverennet
  2. kizidigezh al lurelloù kizidik
  3. elfenn eus ar roll niverennet
  4. elfenn eus ar roll niverennet
  5. elfenn eus ar roll niverennet
  6. elfenn eus ar roll niverennet
  7. e Elfenn eus ar roll niverennet
  8. goulaouusted al lagadoù ;

2 Gwelaat stabilted an tennadennoù 3 Eunaat an implij eus al luc’hskeudennerezioù, dre grouiñ :

  1. luc’hskeudennoù skañvoc’h-skañvañ ha marc’hamatoc’h-marc’hadmatañ,
  2. dileizhadoù stabil, ar pezh a vire ouzh an dud da zornata produioù kimiek,
  3. kregiñ da implijout an urzhiataerezh, gant niverelaat ar skeudennoù, da lavaret eo al « luc’hskeudennoù niverel ».

Ijinañ ar film negativel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul luc’hskeudenn dres goude ma oa tennet eus ur soubadur kimiek.

William Henry Fox Talbot (1800-1877) a reas enklaskoù ivez adalek 1833, pa oa Niépce ha Daguerre oc’h ober kemend-all. E 1840 en doa krouet ar « c’halotip, un argerzh negativel-pozitivel a roe an tu da liesskignañ skeudennoù.

Enklaskoù all a oa bet graet da c’houde hag e-se e oa bet gwellaet perzhioù ar skeudennoù tamm-ha-tamm, kizidigezh al lurelloù tener, hag eeunaat ar skeudtapañ ; 1847 « argerzh an albumin » (Claude Félix Abel Niépce de Saint-Victor, ur c’henderv da Nicéphore), 1850 « argerzh gant kolodion gleb » ha 1851 « ambrotip » (Frederick Scott Archer), 1852 « ferotip » (Adolphe-Alexandre Martin).

Félix Tournachon, anavezet gwelloc’h dre e lesanv « Nadar », a reas un implij kenwerzhel anezhañ. Poltredoù eus pennoù-bras ar mare-se a reas, hag e 1858 al luc’hkeudenn gentañ dre nij e Bièvres : ul luc’hskeudenn eus Pariz a dapas e bourzh un aerlestr.

Ijininañ ar film gwevn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al luc’hskeudennoù kentañ (gwenn ha du pe aotokrom) a veze graet war plakennoù gwer bras, pounner ha bresk-mat. E 1884 ez ijinas George Eastman lurelloù kizidik ha gwevn : ar film e keluloid. Gallout a raed stokañ meur a skeudenn warnañ e-barzh ar benveg-luc’hskeudenniñ. Distroadet e voe ar plakennoù gwer neuze. Gant ar binvioù luc’hskeudenniñ a oa deuet da vezañ bihanoc’h e oa aesoc’h tapout skeudennoù (hogos) e pep lec’h hag e kement degouezh zo. Ar C’hodak a vo ar benveg-luc’hskeudenniñ kentañ a oa bet aozet gant ar gompagnunezh Eastman. Gallout a raed enrollañ ur c’hant skeudenn bennak war ur skor gwevn. Ur wech louc’het ar filmoù, ar binvioù a veze adkaset da Rochester (NY) ma vezent diskuliet. Ur wech tennet al luc’hskeudennoù e vezent adkaset d’ho perc’henn, asambles gant ar benveg adkarget.

Ijinañ Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1909 e oa bet ar Gall Étienne Mollier gant ar soñj da implijout ar film Patrom:Unitéen e venveg luc’hskeudenniñ lesanvet ar Cent-Vues, un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/Patrom:Unvez diouzh renk. Ar Cent-Vues a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er Genstrivadeg Lépine. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer [2]. E 1913 e savas Oskar Barnack kentpatrom kentañ al Leica, a voe kenwerzhekaet adalek 1925 hag a oa bet an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad 24 x 36 mm, a oa bet implijet peurliesañ betek dibenn an Patrom:Xxvet kantved.

Ijinañ ar pozitif eeun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1948 e savas an doktor Edwin H. Land ar benveg kentañ da ziskuliañ war ar prim, ar Polaroid, hag e 1962 e azasaas ar argerzh ouzh al liv. Ar stummoù kentañ eus ar polaroid a oa un etrenegatif enno. Er bloavezhioù 1980 e oa bet gwellaet an teknik evit chom hep ober gant an etrenegatif hag evit kaout ur pozitif eeun gwirion.

Unan eus an enklaskoù kentañ war al luc’hskeudennerezh eo koulskoude. Labourat a raio ar Gall Bayard war an dra-se war-dro 1838-1839, e-keit ma oa Niépce ha Daguerre o plediñ gant an dagerotip. Anavezout a reer Bayard peogwir en doa graet an emboltred kentañ (zo anvet « l'Autoportrait en noyé ») dre implijout an teknik-se.

Un adstumm, al luc’hskeudennerezh bosek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oa bet ijinet ar stereoskopiezh a-raok al luc’hskeudennerezh (Wheatstone, 1838), o doa kroget luc’hskeudennerien da dapout luc’hskeudennoù bosek adalek 1841. Graet e oa daou baouezadur diouzh renk met gortozet e oa ur pennadig etre an daou skeudtapadur. Evit ar poltredoù ne oa ket posupl d’ober an daou skeudtapadur e div wech hag evit se e oa bet savet luc’hskeudennerezioù gant daou lagad adalek ar bloavezhioù 1850.

Al luc’hskeudennerezh niverel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an teknikoù urzhiataerezh e c’haller treuzfurmiñ ur skeudenn en un heuliad poentoù, ar pikseloù, a vez dewerzhet o ferzhioù dre sifroù. Gant an niverelaat ez eo posupl da adsevel ar skeudennoù diouzh an druilh war trobarzhioù urzhiataerezh azasaet : gallout a reer evel-se tretañ anezho gant meziantoù tennañ hag eilaozañ ha goude moullañ pe skignañ anezho er furmad niverel.

Diaes eo plediñ gant an deknologiezh-se, zo disheñvel-mik diouzh an argerzhoù fizik-ha-kimiek kentañ, abalamour da empentiñ kaptorioù elektronek ar skeudenn a gemer lec’h ar film. Emdreiñ a ra buan-kenañ diarunusted ar pikseloù, da lavaret eo an niver a bikseloù a c’haller genel dre skeudenn hag ar gizidigezh. N’eo ket dister dra an niver a fotositoù dre vilimetr-karrez, ha pa vefe perzhded ar skeudenn, evel evit an teknikoù kozh, diouzh arventennoù niverus all, evel ment ar c’haptor, a glot gant galloud disrannañ al lagadoù implijet. En ur implijout un hevelep lagad eo gwelloc’h perzhded al luc’hskeudennoù graet gant ur c’haptor 12 milion a bikseloù furmad leun eget ar re a vez graet gant kaptor ur benveg niverel, dezhañ an hevelep niver a bikseloù.

Gant al luc’hskeudennerezh niverel e c’haller eiltretañ hag eilaozañ ar skeudennoù gant un urzhiataer hag ur meziant tretañ niverel. Gant ar meziantoù-se e c’haller krouiñ diouzh e c’hoant, adalek reizhañ ar goulou, an dargemm pe al liv betek an eilaozañ pe ar c’henaozañ skeudennoù.

Gant ar rouedadoù kehentiñ, ar Genrouedad hag ar servijoù kumuniezhel a luc’hskeudennoù enlinenn a oa deuet war-wel e 2003 e vez implijet al luc’hskeudennerezh niverel e meur a zoare. Gant ar blogoù hag ar servijoù rannañ luc’hskeudennoù evel Pikeo pe Flickr, e c’hall al luc’hskeudennerienn verdeerien kaout binvioù ha servijoù evit kehentiñ, eskemm pe diskouez o luc’hskeudennoù niverel d’o familh, d’o mignoned, da dud o c’humuniezh pe d’an dud er bed ed a-bezh. Gant ar servijoù e vez kinniget doareoù korvoiñ enlinenn a-leizh : merañ an darempredoù, kinnigoù luc’hvannoù, lec’hiadur douaroniel, h.a. An arzourien hag ar vichereien a gav o c’hont peogwir e vez muioc’h a dud o selaou pe o welet anezho, kalz muioc’h eget ma vefent dirak tud en ul lec’h bennak.

Ar merkoù luc’hskeudennerezioù niverel zo : Canon, Fujifilm, Kodak, Leica, Nikon, Olympus, Panasonic, Pentax, Samsung, Sony

Al luc’hskeudennerzh steredoniel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er steredoniezh, un teknik pouezus eo p'eo bet graet dizoloadennoù diniver en ul luc’hskeudenniñ an astroù.

Un nebeud luc'hskeudennerien brudet-mat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad dra ar munud : Roll al luc'hskeudennerien.

Festivalioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saloñs al luc'hskeudennerezh 2010 e Pariz

Rummad gouestlet : Mirdi pe palier al luc'hskeudennoù

Frañs

  • Visa pour l'image, festival etrebroadel ar fotokazetennerezh e Perpinyà (Lec'hienn ofisiel)
  • Emgavioù etrebroadel al luc'hskeudennerezh en Arle (lec'hienn ofisiel)
  • Miz al luc'hskeudennoù, e Pariz, bep daou vloaz (Lec'hienn ofisiel)
  • Saloñs al luc'hskeudennoù, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
  • Pariz Luc'hskeudennoù, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
  • Festimago e Vilafranca de Mar (Lec'hienn ofisiel))
  • Saloñs ADPS, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
  • Emgavioù Lunerezh Natur, e Fournels

Suis

  • Festival al luc'hskeudennoù, e Vevey

Kanada

  • Mizvezh al luc'hskeudennoù, e Montréal

Mali

  • Emgavioù al luc'hskeudenerezh e Bamako

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arz al luc'hskeudennerezh

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) The First Photograph - By Barbara Brown
  2. Patrom:Levr

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]