Fortunatus (levr)

Eus Wikipedia
Talbenn embannadur 1509

Fortunatus zo ur gontadenn diwar-benn buhez un haroz ha roue mojennel eus ar Grennamzer hag a voe brudet e droioù en Europa ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved. Ar c'hentañ levr diwar e benn a voe embannet en Augsburg, en Impalaeriezh santel roman german, e 1509.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Michael Haldane, troer al levr e saozneg, e oa embannet Fortunatus en Augsburg e 1509 ha moullet gant Johann Otmar. Gwerzhet e veze e kêr e ti an apotiker Johannes Heybler. Roud a gaver ennañ eus meur a skrid all :

Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fortunatus zo ur paotr yaouank genidik eus Famagusta e Kiprenez hag en em gav un deiz gant an doueez Fortuna en ur c'hoad e Breizh. Ha hi da reiñ ur yalc'h dezhañ hag a vez adleuniet kenkent ha ma vez tennet un dra bennak anezhi.
Neuze e veaj dre meur a vro, hag e Kaero e vev e ti ar sultan, a ziskouez dezhañ e deñzorioù. En o zouez ez eus ur c'hozh tog hag a c'hall kas an den dindanañ da gement lec'h a gar. Dont a ra a-benn da laerezh an tog ha distreiñ gantañ da Giprenez.

Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Friedrich Wilhelm Valentin Schmidt, Fortunatus und seine Söhne, eine Zauber-Tragödie, von Thomas Decker, mit einem Anhang (Berlin, 1819)
  • Johann Joseph von Görres, Die deutschen Volksbücher (1807)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]