Mont d’an endalc’had

Fontanella

Eus Wikipedia
Kleze Guy Éder de Beaumanoir de La Fontenelle ( Fontanella) e Mirdi Departamant Breizh e Kemper
Fontanella
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGuy Éder de La Fontenelle Kemmañ
Anv ganedigezhGuy Éder de Beaumanoir de La Haye Kemmañ
Anv-bihanGuy Kemmañ
Anv-familhde Beaumanoir, de La Haye Kemmañ
MoranvGuy Éder de La Fontenelle Kemmañ
Deiziad ganedigezh1573 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAodoù-an-Arvor Kemmañ
Deiziad ar marv1602 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelkastiz ar marv Kemmañ
Michermilour Kemmañ


Ganet e oa Guy Éder de Beaumanoir de La Haye, anavezetoc’h evel Fontanella e 1572 pe 1573, e parrez kozh Botoha.

E dud, Éder de Beaumanoir ha Perronnelle de Rosmar de Kerdaniel, a oa eus ur familh uhel eus Bro-Gerne.

E 1587, e studias e Skolaj Boncourt e Pariz.

E-pad Brezel ar C'hevre e profitas Fontanella eus an dizurzh evit sevel ur strollad soudarded hag en em gavas gant an dug Maine e Orleañs.

Gant e soudarded e kasas argadennoù ha laeroñsi war ar vro, o kemer kastelloù ha bourc’hioù evel Kersaliou e Peurid-ar-Roc'h.

E 1590 e lezas e roudoù en istor dre e grizderioù.

Gant ur bagad a 400 marc’heg ha 3 000 den e renas laeroñsioù, muntroù ha distrujoù e kêrioù evel Landreger, Pondivi, Lannuon, Kallag, Montroulez ha Kastell-Nevez-ar-Faou.

E 1592 e kavas repu e koadeg Laz hag e kendalc’has gant e oberoù fall er Menezioù Du.

An Enez Tristan e Douarnenez

E 1595 e stalias e garnizon war enez Tristan dirak Douarnenez, o tizhout 700 soudard. Eno e c’houlennas digant annezidi ar vro sevel mogerioù difenn hag e kasas argadennoù war ar c’hêrioù tro-dro.

E 1598 e voe paket ha bac’het e Roazhon, met dieubet e voe gant ar roue Herri IV e 1601.

Tresadenn eus an enez Tristan graet e 1912

Goude bezañ tamallet da vezañ kemeret perzh en irienn an dug de Biron, e voe kondaonet d’ar marv ha boureviet war ar rod e Pariz d’ar 27 a viz Gwengolo 1602.

Kalz a ganaouennou zo bet skrivet diwar e benn.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]