Folk rock

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Folk-rock)

Ar folk rock zo un doare sonerezh a gaver ennañ elfennoù a denn d'ar rock (binvioù tredan, tonioù nerzhus, etc.) hag elfennoù a denn d'ar folk (binvioù akoustik kozh pe goshoc'h, kanaouennoù barzhonius, etc.). Er Stadoù-Unanet e voe lañset ar folk rock gant tud evel Roger McGuinn ha Bob Dylan. E Breizh-Veur, gant strolladoù evel Pentangle, Fairport Convention, Jethro Tull (mare "Song from the Wood"). E Breizh e voe roet lañs d'ar folk rock gant strollad Alan Stivell ar bloavezhioù 1971-1974.