Flying Elephant
| Iskevrennad eus | Tank dreist-ponner |
|---|---|
| Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
| Oberataer | British Army |
Ar Flying Elephant (brezhoneg: Olifant nij) a oa bet mennozh un tank dreist-ponner e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. Ur steuñv a oa bet prientet met biskoazh ne voe savet gant ar Rouantelezh-Unanet.
Diorroadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar goulenn diwezhañ da gaout hanter-kant tank Mark I ouzhpenn e miz Ebrel 1916, ne oa ket sklaer evit pennadurezhioù ar Rouantelezh-Unanet hag-eñ e oa ezhomm da sevel tankoù ouzhpenn. Stag e oa kement-se ouzh berzh an armoù nevez-se war an talbenn. William Tritton, kengrouer ha kenbroduer ar Mark I, a soñje e ouie petra a vije gwanded grevusañ an tank-se. Un tenn eeun gant un obuzenn a c'hellje distrujañ ar c'harbed stourm, ar pezh a oa un dañjer bras dre an niver uhel a ganolioù war an tachennoù emgann pe dres a-dreñv. Tritton en doa graet e soñj neuze da empentiñ un tank nevez ha ne vije ket bet distrujet gant kanolioù etre, e miz Ebrel 1916.
Tritton ne ouie ket petra a dalveze kement-se. Ne ouie ket pegen tev e rane an hobregon bezañ evit ma vefe gwarezet da vat. Er miz-se e oa kroget al letanant Kenneth Symes d'ober arnodennoù war plakennoù hobregon 51mm tevder en ur dennañ warno gant kanolioù a bep seurt bet tapet digant an Impalaeriezh alaman. E miz Even, ar steuñv arnodiñ a oa bet ledanaet gant tevderioù all e Shoeburyness. Ar plakennoù hobregon a veze savet gant William Beardmore and Company. An Tank Supply Committee en doa aprouet krouidigezh ur c'hentpatrom d'an 19 a viz Even 1916, met ne oa bet peursavet nemet e fin miz Eost 1916.
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sur eur hiziv e oa bet kroget da sevel an tank dreist-ponner, met biken ne voe echuet ur c'hentpatrom anezhañ. Albert Gerald Stern, penn Departamant dafariñ an tankoù, en doa skrivet e oa bet ar War Office o reiñ an urzh da baouez gant ar steuñv e fin ar bloavezh 1916, dre ma vankje fiñvusted d'an tank hag e oa implijusoc'h evit na oa da gaout un hobregon tev.
An istorour David Fletcher a soñj dezhañ e oa aet ar steuñv da get dre ma ne oa ket tu da sevel kefluskerioù kreñv a-walc'h, istimañ a rae ne vije bet tu da fiñval an tank nemet da 3 c'hilometr an eur. Ouzhpenn-se, ar pouez a oa re uhel evit tachennoù gant skoilhoù ha bouilhenn. Ouzhpenn-se dre ma oa bet efedus an tank Mark I ne oa ket mui kement a c'hoant gant Tritton da sevel un tank ponneroc'h. En desped da-se, John Glanfield a skriv e oa bet Tritton o klask un doare da skañvaat an tank evit ma vije fiñvusted ouzhpenn gantañ, rannet e oa bet dre an hanter tevder an hobregon, met chom a rae ar pouez war-dro 50–60 tonenn. An neuz anezhañ a vije chomet heñvel. Ouzhpenn-se e oa bet kemmet roll ar Flying Elephant eus unan ledan "tagañ" da unan eneptank pa soñje ar Gevredidi e oa an Alamanted o sevel o c'harbedoù stourm hobregonet dezho. War e seblant, Stern en doa soñjet sevel ugent tank Olifant, a-raok ma vije nullet da vat hollad ar steuñv.