Flammenwerfer 41
| Flammenwerfer 41 | |
|---|---|
Ur soudard alaman o lakaat tan e savadurioù a-drugarez d'ur Flammenwerfer 41, e emsavadeg Varsovia (1944). | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Strinker-tan |
| Mont en-dro | Helosk : meskaj esañs ha koultron, en ul lestr Kaser : nitrogen Entanañ gant kartouchennoù (eil stumm) |
| Mare servij | 1941 - 1945 |
| Niver produet | 64 284 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (leuniet) | War-dro 22 kg |
| Endalc'had helosk | 7,5 L |
| Hed-tenn | Betek 30 metr |
| Rummad e Bro C'hall | A |
Ar Flammenwerfer 41 a voe strinker-tan an arme alaman adalek 1941 ha betek fin an Eil Brezel-bed.

Kemer a rae plas ar Flammenwerfer 35, bet implijet e-kerzh emgann Bro-C'hall peurgetket, a oa re bonner (tost da 36 kg) evit bezañ implijet aezet war un dachenn-emgann. Ar Flammenwerfer 41 a oa skañvoc'h (war-dro 22 kg leuniet). Savet e oa gant daou lestr : unan gant 7,5 L helosk, a oa ur meskaj esañs ha koultron, hag an eil gant 3 L nitrogen, a servije da gas an helosk. Ul lestrig hidrogen (0,45 L) a servije da entanañ ar strinker-tan. A-drugarez dezhañ e c'halle bezañ strinket tan 7 pe 8 gwech betek un tregont metr bennak[1].
Er goañv 1941-1942 e tiskouezas ar sistem entanañ bezañ diefedus e temperadurioù izel talbenn ar Reter. En e blas e voe lakaet ur wikefre gant kartouchennoù. Tarzhañ a raent pa veze sachet war draen an arm evit ar wech kentañ, en ur lakaat tan en helosk. 10 kartouchenn a oa pourveziet gant ar strinker-tan.
Chom a reas strinker-tan standart an arme alaman betek dibenn ar brezel, daoust da amprouennoù evit kaout reoù disheñvel. 64 284 skouerenn eus daou stumm ar Flammenwerfer 41 a voe produet en holl.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Flammenwerfer a weler e filmoù evel The Pianist (2002), ma servij da lakaat tan e savadurioù da vare emsavadeg Varsovia, hag en un nebeud c'hoarioù video evel Enlisted hag Hell Let Loose[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Chris McNab, The Flamethrower, Osprey Publishing, 2015, ISBN 978-1472809025, 80 p.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (de) Die Flammenwerfer der Wehrmacht, Waffen HQ (diellet, lennet d'ar 27/08/2026)
- ↑ (en) Flammenwerfer 41, IMFDB (lennet d'ar 27/08/2026)
| ||||||||||||||||||||||||||