Finis terrae

Eus Wikipedia

Finis terrae zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Epstein e 1928.

Embannet e 2015 gant Skol Vreizh ez eo bet savet ar romant N'eus ket a garantez eürus gant Goulc'han Kervella, ul levr ijinet diwar darvoudoù ar film.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Banneg eo bet pevar den o vezhina e-pad an hañv. Tabut a sav etre an daou yaouankañ — Ambroise ha Jean-Marie — abalamour d'ur voutailhad win hag a dorr a-benn ar fin, bet gloazet Ambroise gant un tamm darbod anezhi. War drenkaat ez a an darempredoù etre an daou baotr a-zivout ur gontell hag a vije aet digant Jean-Marie. Binimañ a ra ar c'hloazadenn e palv dorn Ambroise o virout outañ a labourat. Tamm-ha-tamm ez eo skoet ar paotr gant an derzhienn. Goude kompren n'eo ket aet e gontell gant Ambroise e tiviz Jean-Marie e saveteiñ o kas anezhañ da Eusa. Hag eñ ha pouleñvat ouzh froudoù arvarus Ar Froñveur. En Eusa e sav an nec'hamant ivez goude merzout ne zivoged ket forn Banneg ken : di ez eo kaset Lesenn, mezeg bourc'h Lambaol...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]