Mont d’an endalc’had

Fin an Eil Brezel-bed en Europa

Eus Wikipedia
fin an Eil Brezel-bed en Europa
arvez eus an Istor, darvoud
Rann eusTalbenn ar C'hornôg (Eil Brezel Bed), fin an Eil Brezel-bed Kemmañ
ArvezEil Brezel-bed Kemmañ
Lec'hEuropa Kemmañ
Deiziad7 Mae 1945 Kemmañ
Pajenn ziwezhañ (diwar deir) eus an akta koadianidigezh sinet e Berlin d'an 8 a viz Mae 1945.

Fin an Eil Brezel-bed en Europa a oa bet e miz Mae 1945. Goude emlazh Adolf Hitler d'an 30 a viz Ebrel, an aotrouniezh war an Alamagn nazi a oa aet gant an Amiral meur Karl Dönitz harpet gant Gouarnamant Flensburg. Ar soudarded soviedat o devoa aloubet Berlin d'an 2 a viz Mae, ha kalz unvezioù soudarded alaman o devoa kodianet en devezhioù goude-se. D'an 8 a viz Mae, ar Generalfeldmarschall Wilhelm Keitel en devoa sinet aktaoù kodianidigezh an Trede Reich, ur godianidigezh hep digoll d'ar Gevredidi, e Karlshorst, Berlin. Enoret eo an devezh-se evel an 8 a viz Mae en Europa, padal e Rusia eo an 9 a viz Mae hag a vez lidet evel Devezh an Trec'h.

Kendalc'het e oa un tammig ar stourmoù memes goude kodianidigezh Alamagn. Lod emgannoù a oa kendalc'het war Talbenn ar Reter evel e Godell Courland, e kornôg Latvia, hag a godianas d'an 10 a viz Mae, hag Argadenn Praha e Tchekoslovakia hag a oa paouezet d'an 11 a viz Mae. D'ar 25 a viz Mae 1945, Emgann Odžak a oa paouezet gant un trec'h eus partizaned Yougoslavia. Echuet e oa ar brezel en aerva Europa, met kenderc'hel a rae war Talbenn ar Mor Habask.

Darvoudoù diwezhañ fin an Eil Brezel-bed en Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Gevredidi a oa kroget da bakañ prizonidi e-leizh: hollad ar brizonidi paket war talbenn kornôg an Eil Brezel-bed e fin miz Ebrel 1945 a oa bet 1 500 000[1]. E miz Ebrel ivez e oa bet prizoniet 120 000 Alaman gant ar Gevredidi e-kerzh kampagn diwezhañ ar brezel en Italia[2]. E-doug tri-pevar miz betek fin miz Ebrel, ouzhpenn 800 000 soudard alaman a oa en em rentet war Talbenn ar Reter[2]. E penn kentañ miz Ebrel, ar c'hentañ kampoù Rheinwiesenlager Kevredet a oa bet savet e kornôg Alamagn evit derc'hel kantadoù a vilieroù a soudarded prizoniet. Ar Supreme Headquarters Allied Expeditionary Force (SHAEF) en doa rummataet ar brizonidi brezel evel nerzhioù enebour dizarmet, ha ne oa ket mui prizonidi vrezel anezho. Ar faltazi lezennel-se a roe an tu da dremen hebioù redioù Kenemglev Geneva 1929 hag an doare ma oa d'ober war-dro ar soudarded bet prizoniet[3]. E miz Here, milieroù anezho a oa marvet er c'hampoù dre naonegezh, an diouer a zafar (lojeiz...) ha kleñvedoù[4].

Tren ar marv eus Dachau. Un 30 karr bennak gant korfoù etre 2000 ha 3000 prizoniad a oa bet kaset eus Buchenwald d'ar 7 a viz Ebrel 1945.

Dieubidigezh ar c'hampoù nazi ha repuidi: an nerzhioù lu Krevredet o devoa dizoloet goustadik ment al loskaberzh, ar pezh a oa chomet damguzh en desped d'an dezrevell Pilecki eus 1943. Dre ma oa an nerzhioù kevredet oc'h aloubiñ Alamagn e oa bet kavet ar c'hampoù-bac'h nazi hag al lec'hioù labour ret. Ouzhpenn 60 000 prizoniad a oa e Bergen-Belsen pa voe dieubet d'ar 15 a viz Ebrel 1945, gant soudarded saoz an 11vet divizion hobregonet[5]. Pevar devezh war-lerc'h e oa bet soudarded an 42vet divizion troadegiezh o kavout kamp Dachau[6]. Ar soudarded kevredet o devoa rediet ar warded SS a oa chomet da lakaat ar c'horfoù en ur bez foran[7]. En abeg da stad truezus ar brizonidi, milieroù anezho a oa bet o vervel goude dieubidigezh ar c'hamp[8]. Ar warded SS prizoniet a voe barnet gant ar Gevredidi evit o zorfedoù brezel hag un toullad anezho a voe kondaonet d'ar marv[9]. Lod gwarded nazi ha labourerien alaman a voe lazhet raktal pa voe dizoloet o zorfedoù niverus. En desped da-se, ouzhpenn 10 000 torfedour-brezel nazi a oa tec'het diouzh Europa oc'h implij rouedadoù ezfiltradur.

Kiladeg an nerzhioù alaman diouzh Finland: d'ar 25 a viz Ebrel 1945, an unvezioù alaman ziwezhañ o devoa kuitaet Finland evit mont da Norvegia dalc'het. D'ar 27 a viz Ebrel 1945 e voe kemeret ar poltred O sevel ar Banniel war Karn an teir rouantelezh[10]

Mussolini zo lazhet: D'ar 25 a viz Ebrel 1945, partizaned italian o devoa dieubet Milano ha Torino. D'ar 27 a viz Ebrel 1945, an nerzhioù Kevredet a oa nepell diouzh Milano, an diktatour italian Benito Mussolini a voe harzet gant partizaned italian. N'eo ket sklaer hiziv-an-deiz c'hoazh ma oa o klask kuitaat Italia evit tizhout Suis (dre hent Splügen), o veajiñ gant ur batailhon enep-nijerezioù alaman. D'an 28 a viz Ebrel, Mussolini a voe lakaet d'ar marv e Giulino (ur barrez eus Mezzegra); ar faskourien all bet harzet gantañ a voe kaset da Dongo ha lazhet eno. Ar c'horfoù a voe degaset da v-Milano ha lakaet war ziskouez e kroug e Piazzale Loreto e kêr. D'an 29 a viz Ebrel, Rodolfo Graziani en doa kodianaet an holl nerzhioù lu faskour e Caserta. En o mesk ar strollad lu Liguria. Graziani a oa ministr an Difenn evit ar Republik Sokial Italia.

Gollo The Montreal Daily Star o kemenn kodianidigezh Alamagn
Lec'h an armeoù kevredeet e Mae 1945
Keitel o sinañ an aktaoù kodianañ, d'an 8 a viz Mae e Berlin.

Emlazh Hitler: D'an 30 a viz Ebrel 1945, goude emgann Nürnberg hag emgann Hamburg o welet trec'h an nerzhioù Stadunaniz ha Saozon, hag emgann Berlin o treiñ da fall. Soviediz o devoa kelc'hiet kêr ha troc'het e oa an hent tec'hout gant Stadunaniz, an diktatour alaman Adolf Hitler, o kompren e oa kollet ha gant an aon da echuiñ evel Mussolini, en em lazh er Führerbunker gant e wreg Eva Braun, dimezet o devoa 40 eurvezh a-raok. En e destamant, Hitler en devoa dic'hradet ar Reichsmarschall Hermann Göring, eil komandant an nerzhioù lu, e vinistr an diabarzh Heinrich Himmler, goude ma vije bet pep hini anezho o klask kemer ar galloud war an Trede Reich a oa o kouezhañ en e boull. Hitler en doa choazet ar warlec'hidi; Großadmiral Karl Dönitz evel Reichspräsident ("Prezidant Alamagn") ha Joseph Goebbels evel Reichskanzler (Kañseller Alamagn|) nevez. En desped da-se, Goebbels a oa marvet dre emlazh an devezh war-lerc'h, ha Dönitz a oa e-unan e-penn Alamagn a-benn ar fin.

Kodianidigezh an nerzhioù lu alaman en Italia: D'an 29 a viz Ebrel, an devezh a-raok emlazh Hitler, an Oberstleutnant Schweinitz hag ar Sturmbannführer Wenner, gant ar Generaloberst Heinrich von Vietinghoff gant an SS Obergruppenführer Karl Wolff, o devoa sinet un dokumant Caserta[11] goude ur marc'hata kuzh hir gant ar Gevredidi, hag a oa bet gwelet fall gant an Unvaniezh Soviedel a soñje e oa Kevredidi ar C'hornôg o klask kaout ur peoc'h dispartiet. En dokumant, an Alamanted a save a-du gant un harz d'an tennañ hag ur godianidigezh eus an holl nerzhioù armet dindan karg Vietinghoff d'an 2 a viz Mae da ziv eur goude merenn. Goude un tammig tabut etre Wolff hag Albert Kesselring d'an 2 a viz Mae, tost da 1 000 000 a soudarded en Italia hag Aostria a oa en em rentet d'ar marechal emgann saoz Sir Harold Alexander[12].

Kodianidigezh an nerzhioù lu alaman e Berlin: Emgann Berlin a oa echuet d'an 2 a viz Mae. D'an deiz-se, ar General der Artillerie Helmuth Weidling, penn nerzhioù difenn takad Berlin, en doa kodianet kêr hep digoll d'ar Vasily Chuikov eus al Lu Ruz[13]. D'ar memes devezh, an ofiserien e penn ar Strollad arme Vistula en norzh da Verlin, (ar Jeneral Kurt von Tippelskirch, ar c'homandant eus an 21vet lu alaman hag ar jeneral Hasso von Manteuffel, penn an Trede lu Panzer), a oa kodianaet da Gevredidi ar C'hornôg. D'an 2 a viz Mae ivez e vez soñjet e oa bet devezh marv kannad Hitler Martin Bormann, hervez dezrevell Artur Axmann hag en dije gwelet korf Bormann e Berlin nepell diouzh arsav-tren Lehrter Bahnhof goude bezañ bet prizoniet gant ur strollad ged-red soviedat. Lehrter Bahnhof a zo tost ouzh al lec'h ma voe adkavet relegoù Bormann, ar pezh a oa bet kadarnaet gant un arnod TDN e 1998,[14] pa oa bet dizouaret ar c'horf d'ar 7 a viz Kerzu 1972.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. The Daily Telegraph Story of the War, (January 1st to October 7th 1945) page 153
  2. 1 2 The Times, 1 May 1945, page 4
  3. Biddiscombe, Alexander Perry, (1998). Werwolf!: The History of the National Socialist Guerrilla Movement, 1944-1946. University of Toronto Press. p. 253. (ISBN 0-8020-0862-3)
  4. Davidson, Eugene (1999). The Death and Life of Germany. University of Missouri Press. 84–85 p. ISBN 0-8262-1249-2. 
  5. "The 11th Armoured Division (Great Britain)", United States Holocaust Memorial Museum.
  6. Station 11: Crematorium – Dachau Concentration Camp Memorial Site. Kz-gedenkstaette-dachau.de.
  7. Wiesel, Elie (2002). After the Darkness: Reflections on the Holocaust. New York, NY: Schocken Books. 41 p. 
  8. Knoch, Habbo (2010). Bergen-Belsen: Wehrmacht POW Camp 1940–1945, Concentration Camp 1943–1945, Displaced Persons Camp 1945–1950. Catalogue of the permanent exhibition. Wallstein. 103 p. ISBN 978-3-8353-0794-0. 
  9. Greene, Joshua (2003). Justice At Dachau: The Trials Of An American Prosecutor. New York : Broadway. 400 p. ISBN 0-7679-0879-1. 
  10. Kulju, Mika (2017). "Chpt. 4", Käsivarren sota – lasten ristiretki 1944–1945 (in fi). Gummerus. ISBN 978-951-24-0770-5. 
  11. Ernest F. Fisher Jr: United States Army in WWII, The Mediterranean - Cassino to the Alps. Page 524.
  12. Daily Telegraph Story of the War fifth volume page 153
  13. Dollinger, Hans. The Decline and the Fall of Nazi Germany and Imperial Japan, Library of Congress Catalogue Card Number 67-27047. p. 239
  14. Karacs, Imre (4 May 1998). "DNA test closes book on mystery of Martin Bormann", Independent.