Mont d’an endalc’had

Film zombied

Eus Wikipedia
film zombied
doare film, tem film
Iskevrennad eusfilm euzhviled, faltazi zombi Kemmañ
Danvez pennañzombi Kemmañ
Roll elfennoùlist of zombie movies Kemmañ

Ur film zombied a zo un isrann eus an doareoù film spont pe gwadus. Ar zombied a zo tudennoù faltazi hag a vez kinniget evel korfoù marv distroet d'ar vuhez, pe tud bilimet gant ur c'hleñved ha troet e zombied. Alies e vezont taolennet evel tuddebrerien. Ar filmoù zombi a zo liammet-tre ouzh an doare filmoù spont, met lod a zo kemmesket gant doareoù film all, evel ar filmoù birvidik, fent, skiant-faltazi, thriller, pe karantez.

Dre ma produer muioc'h-mui a filmoù gant zombied, ez eus bet krouet isrannoù evel ar "c'homediennoù zombi" pe "apokalipsoù zombi". Ar zombied a zo disheñvel diouzh an tasmantoù, ghouloù, balzamegennoù, euzhviled Frankenstein pe ar sunerien-wad.