Mont d’an endalc’had

Film thriller

Eus Wikipedia
film thriller
doare film
Iskevrennad eusthriller, film Kemmañ
Roll elfennoùlist of thriller films Kemmañ

Ur film thriller a zo un doare film hag a bled gant ar souezh hag ar suspens evit an arvesterien. Al lodennoù a-zalc'h a vez kavet en istor hag implijet e vezont evit reiñ c'hoant da welet ar film betek penn gant ar filmaozerien. Krouet e vez ar c'hoant-se dre zaleañ evit an arvesterien ar pezh a zo tonket da erruout, hag a zo krouet dre zarvoudoù hag a zo dañjerus evit an tudennoù pe darvoudoù hag a seblant hep diskoulm.

Ar fed kuzhañ titouroù d'an arvesterien hag al lodennoù heuliadennoù gant otoioù ha stourm a zo doareoù da dizhout ar pal hag a zo krouiñ ar gwask. En ur film thriller e vez dañjer, da skouer pa ne gompren ket an haroz emañ o vevañ un darvoud a c'hellje bezañ marvus. Tudennoù an doare filmoù-se a zo enebet kenetrezo pe enebet ouzh un nerzh estren. An haroz, pe harozed, a zo e-tal ur gudenn diziskoulm evel klask tec'hout, ur gefridi pe ur c'hevrin[1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]