Mont d’an endalc’had

Film sonerezh

Eus Wikipedia
film sonerezh
doare film
Iskevrennad eusfilm Kemmañ
Roll elfennoùlist of lists of musicals Kemmañ

Film sonerezh a vez graet eus un doare film lec'h ma vez kanaouennoù kanet gant tudennoù kemmesket gant an danevelliñ eus an istor ; a-wechoù e vez ivez dañsoù gant ar c'hanaouennoù. Ar c'hanaouennoù a servij da reiñ lusk pe da gas an istor war-raok, dre ziorren an tudennoù, displegañ o soñjoù da skouer. A-wechoù all e servijont evel troc'hoù pe ehanoù en istor ; ar re-se a c'hell bezañ dañsoù a-stroll a-benn neuze.

Ar film sonerezh a zo bet un diorroadur eus ar c'hoariva sonerezh ur wech erruet ar son er filmoù. Alies e vez an diforc'h brasañ etre ur film sonerezh hag ur gomedienn sonerezh c'hoariva en implij eus lec'hioù disheñvel hag a vije dibosubl er c'hoariva. Ar filmoù sonerezh o deus lodennoù hag a zo deuet war-eeun eus ar c'hoariva sonerezh ; ar c'hanaouennoù hag an dañsoù a-stroll a vez sevenet evel pa vije war ul leurenn c'hoariva dirak arvesterien. Ar c'hamera eo hag a gemer plas an arvesterien en ur sal.