Mont d’an endalc’had

Film gant son

Eus Wikipedia
sinema klevet
doare film
Iskevrennad eusfilm Kemmañ
Enebet ouzhfilm mut Kemmañ

Ur film gant son a vez graet eus ur film hag a zo sinkronelet gant son, pe gant son ourzhpennet d'ar skeudenn dre implij teknikoù. Enebet e vez ouzh ar filmoù mut. Ar c'hentañ wech ma voe skignet ur film gant son dirak arvesterien a oa bet e Pariz e 1900, met ezhomm a oa bet degadoù a vloavezhioù evit ma teuje ar filmoù hir gant son da vezañ implijus a-fed kenwerzhel. Diaes e oa da gaout ur sinkroneladur aes da implij gant ar c'hentañ doareoù son-war-disk, hag ar c'halite kement hag ar c'has ne oa ket eus ar re wellañ. Gwelladennoù a oa bet war an dachenn betek ijinadenn ar son-war-film o doa roet an tu da gaout ur skignaadenn kenwerzhel eus ur film berr oc'h implij an teknologiezh-se, ar pezh a oa bet e 1923. A-roak ma vije implijus teknologiezh ar son-war-film, ar sonerezh film a oa c'hoariet gant ograou pe pianoioù.