Film gangsterien

Ur film gangsterien a vez graet eus ur film hag a daolenn obererezhioù ur gang pe un aozadur torfederezh. Un is-rann eo eus ar filmoù torfederezh, ma 'z eo ledanoc'h an aozadurioù taolennet, pe strolladigoù bihan savet evit un nebeud keferidioù resis. Ar rummad a zo disheñvel diouzh ar rummad filmoù Western pe doareoù gangoù evel-se.
E 2008, an American Film Institute en doa embannet e oa an doare filmoù-se reoù "kreizennet war torfederezh aozet pe torfedourien o-unan en XXvet kantved"[1]. An aozadur en doa embannet e oa an doare filmoù-se e-touez an 10 "doare klasel" filmoù en e listenn 10 Top 10, embannet e 2008. Al listenn a embann e oa bet tri film evel-se etre 1931 ha 1932, Scarface, The Public Enemy ha Little Caesar. N'eus nemet ur film eus al listenn hag a oa bet filmaozet etre 1933 ha 1966, an hini embannet e 1949 hag anvet White Heat. An disoc'h-se a zo bet dre bevennadurioù an doare degaset gant an Hays Code, hag a voe dizimplijet goude-se gant ar Motion Picture Association of America film rating system e 1968.[2]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Patrom:Cite press release
- ↑ Cortés, Carlos E. (1987). "Italian-Americans in Film: From Immigrants to Icons". MELUS 14 (3/4): 117. DOI:10.2307/467405