Mont d’an endalc’had

Film birvidik

Eus Wikipedia
film birvidik
doare film
Iskevrennad eusaction fiction, film Kemmañ
Anv berraction Kemmañ
Roll elfennoùlist of action films Kemmañ
Sylvester Stallone evel John Rambo en Rambo III (1988). Ar film a oa bet embannet en dekvloavezhiad ma oa deuet da vezañ ar ger "birdivik" estreget un doare da zeskrivañ ar film met un elfenn bruderezh evitañ ivez.

Ur film birvidik[1] a vez graet eus un doare film hag a zo diazezet war lodennoù stourm, fuzuilhadennoù, tarzhadennoù, ha koursadennoù. Tabut a oa kroget er bloavezhioù 1980 gant an enklaskerien skol-veur evit gouzout petra a oa elfennoù ur film da vezañ lakaet da film birvidik. Evit enklaskerien zo evel David Bordwell ez eo ar seurt filmoù-se reoù gant ur c'hoant degas un arvest muioc'h evit ur c'hoant da gontañ un istor. Lod all evel Geoff King a embann o dez an doareoù filmoù-se lodennoù birvidik evit skañvaat an istor. Alies e vez ar filmoù birvidik ur c'hemmesk eus meur a zoare film, kemmesket gant komediennoù, filmoù skiant-faltazi, ha filmoù spont.

An troiennoù "action film" pe "action adventure film" a oa bet implijet abaoe ar bloavezhioù 1910, met an termenadur a implijer hiziv an deiz evit an doare filmoù-se a zo deuet gant luskad an New Hollywood ha kresk an enep-harozed er filmoù stadunanat e fin ar bloavezhioù 1960, hag e filmoù brezel ar bloavezhioù 1970, gant kresk ar filmoù torfederezh ha western. An doareoù filmoù-se a oa bet heuliet gant ar pezh a zo deuet da vezañ "marevezh klasel" ar bloavezhioù 1980. Goude-se e oa ar mare post-klasel ma oa levezonet ar filmoù birvidik stadunanat gant Sinema birvidik Hong Kong hag implij ledanoc'h-ledanañ skeudennoù savet gant an urzhiataer er filmoù. Goude Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 e oad distroet d'ar filmoù-se en doare kentañ ma oant gant Kill Bill pe The Expendables.

  1. TermOfis: film birvidik | film d'action