Film avantur
| Iskevrennad eus | film, faltazi avantur |
|---|---|
| Anv berr | приключения |
| Roll elfennoù | list of adventure films |
Ur film avantur a zo un doare film ledan a-walc'h. E studiadennoù kentañ an doare filmoù-se e oa bet embannet ne oa tamm diforc'h ebet etre int hag ar filmoù Western pe e oa ar filmoù avantur un doare ledan a c'helle bezañ implijet evit an holl zoareoù filmoù Hollywood. Kavet e oa bet gant an istorourien Brian Taves hag Ian Cameron un dielfennadur hag a oa resisoc'h: en doare filmoù-se e ranker kaout ul lec'h pe ur mare eus an danevelliñ hag a zo disheñvel pe pell diouzh hini an arvesterien hag e ranker kaout un haroz war an tu mat hag a glask difenn ar mad er bed taolennet. Evit lod burutellerien evel Taves e rank an doare film-se kaout un endro naturel evit an istor, padal Yvonne Tasker a gav dezhi e vefe strishaet re evel-se ha ne vefe ket filmoù evel Raiders of the Lost Ark (1981) er rummad-se neuze. Tasker a gav dezhi ez eo darn eus ar filmoù-se reoù gant un danevelliñ en ur bed faltaziek pe eksotek, hag e vez an harozed o klask teñzorioù kuzh pe kollet pe kefridioù liammet ouzh mojennoù denel kozh. Alies e vez lakaet an doare film avantur tost ouzh hini ar filmoù oberiant, birvidik, hag alies e vez umplijet an eil anv pe egile evit ar memes seurt filmoù.