Film arzoù emgannañ
Neuz
film arzoù emgannañ
| Iskevrennad eus | film birvidik |
|---|---|
| Danvez pennañ | Arzoù emgannañ |
| Roll elfennoù | list of martial arts films |
Ar filmoù arzoù emgannañ zo un isrann eus an doareoù film birvidik lec'h ma vez an arzoù emgannañ e-kreiz an istor. An emgannoù-se eo al lodennoù dedennusañ evit an arvesterien, hag alies e vezont un doare da gontañ an istor ha da ziorren an haroz. An arzoù emgannañ a vez kavet e lodennoù gourdoniñ ha lodennoù diskouez ha goude-se e lodennoù stourm. Er filmoù arzoù emgannañ e vez kavet alies stourm dorn-ha-dorn gant doareoù oberiantizoù all, evel kammigelloù, heuliadennoù ha stourmoù gant tennoù[1][2][3]. Kalz isrummadoù a zo er filmoù arzoù emgannañ evel ar filmoù kung fu, wuxia, filmoù karate, komediennoù birvidik arz emgannañ, ha tost ouzh an doare filmoù-se emañ ivez ar filmoù gun fu, jidaigeki ha filmoù samourai.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gordon, Devin (23 July 2003). The Problem With Fx. Newsweek.
- ↑ Beale, Lewis (1986-04-20). "Martial Arts Pics--packing A Hard Punch", The Los Angeles Times.
- ↑ "Martial arts moves get a hip-hop flair".