Film (sinema)
| Iskevrennad eus | Kleweled, skeudenn fiñvus, oberenn arzel arvest |
|---|---|
| Studiet gant | film theory, studiadenn film, sociology of film |
| Hashtag | movies |
| Dezverket dre | doare film |
| Model item | 12 Angry Men, Berlin: Symphony of a Metropolis, Relatos Selvagens, Star Wars: Episode IV – A New Hope, Elevator to the Gallows |
| Stack Exchange site URL | https://movies.stackexchange.com |
| Category for eponymous categories | Category:Wikipedia categories named after films |
Ur film zo un oberenn arz ar gweled hag a rann mennozhioù, istorioù, fromoù pe un aergelc'h dre implij skeudennoù hag a fiñv hag a zo peurliesañ, abaoe ar bloavezhioù 1930, sinkronelet gant son hag implijet a-wechoù evit broudañ ar santadennoù[1].
Dont a ra ar ger "film" eus ar saozneg hag amprestet eo bet gant kalz yezhoù. Talvezout a ra, er yezh-se, kement ha "lienenn, koc'henn" hag implijet e vez evit ober anv eus ar seizenn keluloid a dalvez da skor d'an enrollañ skeudennoù. Dre ledanviñ ez a ar ger "film" da envel ivez disoc'h an enrollañ war ur seizenn seurt-se.
Ar filmoù a zo produet en ur enrollañ tud hag objedoù gant ur c'hamera pe meur a hini, pe dre implij teknikoù an efedoù ispisial. Savet int gant un heuliad skeudennoù o-unan met pa vezont lakaet war ziskouez buan diouzh renk, e vez krouet touelladenn ar fiñv d'an arvesterien. An tremen eus an eil skeudenn d'eben ne vez ket merzhet dre efed padusted al lagad, pa vez al lagad o terc'hel ur skeudenn e-pad ul lajadig amzer berr (nebeutoc'h evit ur segondenn) ha pa vefe paouezet ar c'has gant ar vammenn.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Severny, Andrei (2013-09-05). The Movie Theater of the Future Will Be In Your Mind. Tribeca.
