Filigran

Anvet eo filigran pe merk-dour (saozneg watermark) ar skeudenn pe an tres war baper a zeu war wel gant sikour ur gouloù treuzkaset a-dreuz, abalamour da gemmoù e tevder pe stankter ar paper. Implijet eo bet merkoù-dour war timbroù-post, paperoù-moneiz ha teulioù all ar gouarnamant evit mirout ouzh tud dizonest da voullañ reoù faos.
Kozh-Noe eo an ijinadenn rak kavout a raer roudoù eus ar filigranoù en Italia e-pad an XIIIvet kantved : kemmet e vez tevder ar paper pa oa gleb c’hoazh.
A-bouez bras eo ar filigranoù e bedig-bed an dimbrawouriezh, rak embannet ez eus bet rummadoù timbroù heñvel (liv, stumm, tresadennn) war-bouez ar filigran a ginnige, da skwer, ur gurunenn vihan hag al lizherennoù CA pe ur gurunenn hag al lizherennoù CC. Timbroù disheñvel int hervez an dastumerien.
War pep timbr embannet en XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved e oa ur filigran, met aet int da get dre vras, daoust ma kendalc'h broioù zo da implijout anezho.
- E saozneg : watermark
- E galleg : filigrane
- En alamaneg : Wasserzeichen
- E kembraeg : dyfrnod