Mont d’an endalc’had

Fiat 2000

Eus Wikipedia
Fiat 2000
doare karbed stourm
Iskevrennad eustank Kemmañ
Bro orinItalia Kemmañ
SaverFiat Kemmañ

Ar Fiat 2000 a oa un tank ponner italian ijinet ha savet gant Fiat e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. N'eus nemet div skouerenn hag a voe savet ha biken ne voe kroget gant ur produerezh a-vras. Armet hag hobregonet ponner e oa, met ne oa ket fiñvus tamm ebet. Implijet eo bet un tammig e Libia e 1919, met erlec'hiet buan gant un doare lec'hel Renault FT ha diwezhatoc'h gant an tank skañv Fiat 3000.

Italia a oa diwezhat a-fed diorroadur an tankoù dre ma oa tachennoù emgann meneziek hag a oa an harzoù gant Aostria-Hungaria hag ouzhpenn ne oa ket entanet nag ar pennoù brezel nag an industrielezh gant sevel seurt karbedoù stourm. E 1916, an Italianed o devoa prenet tankoù Schneider CA1 gall evit arnodiñ, hag erruet e oant e 1917. Er memes bloavezh, an Italianed o devoa savet ur "Burev evit an argadennoù tank" evit studiañ divizionoù tankoù kentañ ar Gevredidi. Entanet bras gant an disoc'hoù, gouarnamant Italia en doa goulennet gant an embregrerzh Fiat kregiñ gant al labour war tankoù 40 tonenn, armet gant ur c'hanol diazez 65mm ha seizh mindrailherez. N'eus nemet daou gentpatrom hag a voe echuet a-raok ma vije kavet gwelloc'h gant pennoù milourel Italia kaout reoù evel ar Renault FT gall.