Mont d’an endalc’had

Brezel-fiñv

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fiñvusted brezel)

Ar Brezel-fiñv pe brezel fiñv-difiñv, pe fiñvusted brezel, a zo ur strategiezh milourel diazezet war ar fiñv, an emlusk (pe intrudu) hag ar souezh evit tizhout ur pal pe ul lec'h a rofe aezamant d'un tu engouestlet war an hini enebour. Un embregadenn vrezel a glask freuzañ ar muiañ posubl an enebour en un doare dieeun dre kelc'hiañ, goloiñ pe troc'hañ an enebourien eus an a-dreñv, en ur glask bezañ an nebeutañ ar gwellañ en ur stourm eeun. Disheñvel eo dioouzh ar brezel dre uz lec'h ma 'z eo kalz pouezusoc'h implij an nerzh, an embregadennoù a zo reoù oc'h implij an nerzh o klask lec'hioù gwan an enebour ha badaouiñ anezhañ el lec'hioù-se.[1] Enebet eo ar brezel fiñv ouzh ar brezel-difiñv lec'h ma ne vez ket fiñvet dre choaz, pe rediñ, gant an tuioù engouestlet.

Ar c'hentañ wech ma oa bet prederiet da vat a oa bet en XIXvet kantved, pa oa bet dielfennet Brezelioù Napoleon, hag implijet e oa bet en un doare ledan e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Design for Military Operations - The British Military Doctrine", Army Code No 71451, Chief of the General Staff (1996).