Mont d’an endalc’had

Feur-emglev Pariz (1786)

Eus Wikipedia

Feur-emglev Pariz a oa bet sinet e 1786 entre ar roue gall Loeiz XVI ha dug Württemberg diwar-benn harzoù priñselezh Montbéliard.

E 1786 edo Karl II Eugen, dug Württemberg ha Teck, o terc'hel nav douar enkaet er Rouantelezh c'hall : re Blamont, Clémont, Châtelot, Héricourt, Granges, Clerval ha Passavant, e kontelezh Bourgogn, ha re Horbourg ha Riquewihr, en Elzas-Uhel.

Gant Feur-emglev Versailhez, d'an 10 a viz Mae 1748, en doa anavezet dug Württemberg, riegezh ar roue gall war zouaroù Blamont, Clémont, Châtelot ha Héricourt, ha kadarnaet souvereniezh ar roue gall war re Granges, Clergas ha Passavant.