Feur-emglev Madrid (1801)

Eus Wikipedia

Feur-emglev Madrid a voe sinet e Madrid, kêr-benn Spagn, d'an 29 a viz Gwengolo 1801, entre Portugal, ha Bro-C'hall, un toullad mizioù goude Brezel an Orañjez.

Portugal Bro-C'hall

Dre sinatur he roue, João VI, e ranke Portugal ober diouzh diferadurioù Feur-emglev Badajoz (1801), etrezi ha Spagn, da lavarout eo serriñ he ferzhier ouzh al listri saoz, hag ouzhpenn-se reiñ da Vro-C'hall kement hag 20 milion a lurioù gall.

E Suamerika e ranke Portugal leuskel an hanter eus douar Amapá da vont gant Bro-C'hall.