Felix von Luschan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mirdi an Dudoniezh Berlin (1900)

Felix Ritter von Luschan[1], ganet d'an 11 a viz Eost 1854 e Hollabrunn (Aostria-Izel) ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1924 e Berlin (Alamagn), a oa ur mezeg aostrian hag a droas da zenoniour, da ergerzhour, da henoniour ha da tudour.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bugel kentañ Maximilian Ritter von Luschan (1821-1883), alvokad e lez Aostria, ha Christine Hochneder (1833-1879=, ur Vrazilianez a orin tirolian, e oa Felix von Luschan. Eus kêr Lužan e Bosnia e teu anv an tiegezh, a oa staliet eno betek Emgann Kosovo e 1389 kent dilojañ da Ljubljana.[2] E 1858 ez eas ar familh Luschan da Wien da vevañ. Ur breur, Oskar, en devoe Felix e Wien.[2]
Liammoù start a oa etre ar familh Luschan ha an douarour Ferdinand von Hochstetter ; dre al liammoù-se e reas F. von Luschan anaoudegezh gant enklaskerien europat – ha gant merc'h an douarour, bet ganet e 1864.
Adalek 1871 e studias F. von Luschan ar vezegiezh e skol-veur Wien. Daou vloaz war-lerc'h e voe kontour Kevredigezh an Denoniezh e Wien, ha prientiñ a reas an dastumadegoù evit an Diskouezadeg Hollvedel a voe dalc'het en Aostria-Hungaria e 1873 ; e 1874 e voe diskouezer evit kador ar vevedouriezh er Skol-veur, ha mirour Kevredigezh an Denoniezh. E 1878, d'an oad a 24 bloaz, e voe doktor war ar vezegiezh.[2]
En hevelep bloavezh ha betek 1879 e voe pennvezeg lu Aostria-Hungaria e Bosnia.
A-c'houde marv e vamm e 1879 ha hini e dad e 1883 e fellas da F. von Luschan kuitaat Wien.

Goude e amzer-soudard e studias an henoniezh hag an denoniezh er Balkanioù, hag e 1880-1882 e labouras en ospital Wien ma voe surjian ha bredvezeg. E-keit-se e reas furchadennoù henoniezh e Dalmatia hag e Montenegro.[2]
E 1882 e voe testeniekaet e Skol-veur Wien war an denoniezh hag an dudouriezh. Bloaz goude e kemeras perzh en un ergerzhadeg e Turkia gant Karol Lanckoroński hag en ergerzhadeg an Aostrianed e Turkia hag e Siria.
E 1885 e voe Felix von Luschan besrener Mirdi roueel an Dudoniezh e Berlin, ma voe rener rann Afrika hag Okeania adalek 1904 betek 1910.

D'an 22 a viz Gouere 1885 e timezas gant Emma von Hochstetter, hag a c'houblad a yeas da Verlin da chom.

E 1888 e voe Felix von Luschan doktor war ar brederouriezh e Munchen ha kelenner war an dudoniezh e Skol-veur Berlin.[2]
E 1888 ha 1890 e kemeras perzh en ergerzhadegoù Karl Humann e Zincirli (Turkia), ma renas ergerzhadegoù all e 1891, 1894 ha 1902.
E 1905 e voe pedet F. von Luschan hag e wreg gant ar British Science Association e Suafrika.
Adalek 1909 betek e leve e 1922 e voe kelenner war an denoniezh e Berlin.
E 1913 ez eas ar c'houblad da Aostralia, ma klevjont keloù eus tarzhadenn ar Brezel-bed kentañ en Europa ; dibab a rejont chom hep distreiñ d'o bro ha treiñ war-du stadoù-Unanet Amerika, a oa neptu d'ar mare.

E 1923, hag eñ klañv-bras dija, e kemeras perzh en e emvod diwezhañ e Kevredigezh Berlin evit an Denoniezh, an Dudoniezh hag ar Ragistor. Ur veaj a reas en Egipt en hevelep bloavezh, kent mervel e Berlin d'ar 7 a viz C'hwevrer 1924.

Labourioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krennbennegezh ha hirbennegezh
F. von Luschan, 1889

Studiadennoù kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1871, hag eñ o kregiñ gant ar Skol-veur, ez embannas Felix von Luschan e studiadennoù denoniel ha henoniel kentañ ; ar glopennouriezh e oa an dodenn bennañ anezho, da lavaret eo framm ha mentoù klopenn mab-den. E 1872 ez embannas e bennnadoù skiantel kentañ dre Kevredigezh Denoniel Wien.
Pa oa o labourat e Bosnia (1879) e tastumas traezoù tudouriel, e voe stummet war an aozañ furchadennoù hennoniezh, e vuzulias korfoù hag e teskas arabeg, galleg ha saozneg.[2] E 1882 e kemeras perzh en ergerzhadeg a brenas heroon Gjölbaschi-Trysa e Likia (e proviñs Antalya Turkia a-vremañ) evit Aostria.[3][4]

Furchadennoù e Zincirli[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Zincirli (proviñs Gaziantep e Turkia) e voe F. von Luschan rener ur furchadeg e dismantroù ar gêr hitit Sam'al, tost da harzoù Siria, a oa bet dizoloet gant an Aostrianed e 1883. Brudet er bed a-bezh e voe F. von Luschan pa embannas disoc'hoù ar furchadennoù e 1893, abalamour m'en devoa prouet e oa Sam'al kêr-benn ur rouantelezh hitit etre 1200 ha 709 kent hon amzer.
Dre zielfenniñ kavadennoù henoniel, korfadurel, sevenadurel ha yezhoniel ar furchadeg-se e c'hallas F. von Luschan prouiñ e oa bet pobladoù armenian en Anatolia kent donedigezh an Henc'hresianed. Goude bezañ studiet klopennoù e c'houlakaas donedigezh poblañsoù eus India an Norzh, ar Romed.

Studiadennoù en Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Suafrika (1905) e reas F. von Luschan enrolladennoù fonografek, ha pa oa rener rann Afrika e Mirdi roueel an Dudoniezh e Berlin e tiorroas dastumadeg afrikan ar mirdi dre enporzhiañ pezhioù arzel ivor hag arem eus Dahomey. « Hendraoù Dahomey » a droas da zastumadeg vrasañ ar mirdi, ha Felix von Luschan e voe an den kentañ ouzh o deskrivañ hag o anavezout evel pezhioù arzel gwirion, a lakae a-live gant re Europa ha dreisto evit ul lodenn anezho.[5][2]

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn livioù kroc'hen mab-den
gant Felix von Luschan (1927)

Unan eus korfadurourien bennañ eo Felix von Luschan hiziv an deiz c'hoazh.

Teknikoù arnevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudennoù ar studiadennoù likian a embannas e 1889 zo lakaet c'hoazh e-touez ar re wellañ a zo bet graet war tachenn an denoniezh.
F. von Luschan e voe ar skiantour kentañ oc'h ober gant ur sonenroller hezoug evit dastum komzoù ha kanaouennoù.
E lodenn gentañ an XXvet kantved e voe embannet « skeul Von Luschan » livioù kroc'hen mab-den.

Mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-enep mennozhioù an nazied a enebe « gouenn » an Arianed ouzh « gouenn » ar Yuzevien e savas Felix von Luschan er bloavezhioù 1920. Diskouez a reas, dre ar yezhoniezh hag ar gorfadurezh, e oa tost ar Yuzevien d'an Armenianed ha da bobloù Persia. A-enep un urzhaz etre ar pobladoù e savas ivez.
Diskar a reas enepyuzevegezh an nazied, hogen ne gredas ket en ur Stad yuzev e Palestina, pa soñje dezhañ e oa re baour ar vro evit Europiz, ha dic'hallus lakaat peoc'h etre ar Yuzevien hag an Arabed.[6]

Daoust da gement-se e vez brudet fall hêrezh Felix von Luschan en abeg da implij e labourioù gant an nazied.

Labourioù embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Un titl a enor e oa Ritter, alamaneg evit "marc'heg", betek ma voe berzet an noblañs e 1919 ; deuet eo da vezañ un tamm eus anv ofisiel an tiegezh : « Ritter Felix von Luschan » e oa kent 1919, « Felix Ritter von Luschan » da c'houde.
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 ha2,6 Peter Ruggendorfer, Felix von Luschan (1854-1924): Leben und Wirken eines Universalgelehrten, Boehlau Verlag, 2009, ISBN 978-3-205-78146-2 (de)
  3. Bez un haroz pe un harozez henc'hresian eo un ἡρῷον heroon.
  4. Otto Benndorf, Das Heroon von Gjölbaschi-Trysa, A. Holzhausen, Wien, 1889, ASIN B001CFZW10 (de)
    Internet Archive (de)
  5. Gert A. Zischka, Allgemeines Gelehrten-Lexikon, Kröner Verlag, Stuttgart, 1961 (de)
  6. Felix von Luschan, Völker Rassen Sprachen, Welt, Berlin, 1922 (de)