Felix Lorenz

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Felix Lorenz
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv-bihanFelix Kemmañ
Anv-familhLorenz Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Gen 1967 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLauenburg/Elbe Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
MicherZoologour, malacologist Kemmañ

Ur malakologour hag ur bevoniour alaman eo an doktor Felix Lorenz, bet ganet e Lauenburg d'ar 4 a viz Genver 1967. Brudet eo e bed an dastumadegerien kregin evit bezañ labouret kalz dibaoe e 17 vloaz war ar c'herentiad kregin Cypraeidae dreist-holl.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dedennet eo bet Felix Lorenz gant ar c'hregin dibaoe e vugaleaj. Embannet en deus e bennad kentañ en ur gazetenn kregin Club Conchylia Informationen e 1984 d'e 17 vloaz. Kendalc'het en deus da c'houde da skrivañ pennadoù ha da studiañ ar vevoniezh e Skol veur Justus-Liebig e Gießen. Echuet en deus e studioù gant un dezenn war ar vevoniezh anvet Die Ringkauri (Monetaria annulus), einer Kaurischneckenart, die in tropischen Gewässern vorkommt[1] diwar benn ur spesad hoc'hig-mor Monetaria annulus, un hoc'hig-mor gwalennek[2].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a ra Felix Lorenz e saozneg dreist-holl, koulz en alemaneg e yezh vamm.

USetu amañ un nebeud oberennoù e-touesk ar re bennañ.

  • Felix Lorenz & Alex Hubert: A Guide To Worldwide Cowries. 1993 nevesaet ha brasaet e 2000. ISBN 3-925919-25-2 (en): levr annavezet evel levr pennañ an dastumadegerien Cypraeidae.
  • Felix Lorenz : Monograph of the living Zoila: 2001. A Fascinating group of Australian endemic Cowries, ISBN 3-925919-34-1(en)
  • Felix Lorenz : New worldwide Cowries: Descriptions of new taxa and [..] 2002. ISBN 3-925919-59-7 (en)
  • Felix Lorenz & Dirk Fehse: The Living Ovulidae. A Manual of the Families of Allied Cowries. 2010. ISBN 978-3-939767-21-3 (en): Levr brasañ diwar benn ur c'herentiad tost a Hoc'higed-mor, an Ovulidae.
  • Felix Lorenz : Monograph of the Genus Pustularia (Gastropoda: Cypraeidae) 2014: ISBN 978-3939767602 (en)
  • Felix Lorenz : Cowries, A guide to the Gastropod Family Cypraeidaevolume 1, Biology and systematics, 2017: ISBN 978-3-939767-87-9 (en), emb. ConchBooks, Harxheim, Germany

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "An hoc'hig-mor gwalennek (Monetaria annulus), ur spesad maligorn hoc'hig-mor a gaver en dourioù trovanel".
  2. (en) Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries ; Conchbooks, 2000, eil embannadur, (ISBN 3-925919-25-2)


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]