Mont d’an endalc’had

Fars (Iran)

Eus Wikipedia
Ur pennad Fars (disheñvelout) zo ivez.


Dismantroù Persepolis.

Proviñs Fars[1] pe Pars [2] anvet ivez Persia pe Farsistan (فارسستان),[3][4][5][6][7] zo unan eus 31 proviñs Iran. Shiraz eo he c'hêr-benn.

Ur gorread a 122 400 km2 zo da broviñs Fars hag e mervent Iran emañ, e Rannvro 2.[8] Amezek eo da broviñsoù Bouchehr er C'hornôg, Hormozgan er Su, Kerman ha Yazd er Reter, Ispahan er Norzh, ha Kohgilouyeh ha Bouyer-Ahmad er Gwalarn.

Ar gounezerezh zo a-bouez e armerzh ar broviñs : edeier, agrum, datez, beterabez-sukr, koton. Eoulgimiezh zo ivez, hag ur burerez eoul-maen, ul labouradeg bandennoù-rod, industriezh an elektronik hag ur burerezh sukr. Industriezh an touristerezh zo a-bouez ivez. Brudet eo gwinioù Shiraz produet er vro.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]