Faltazi
Neuz
Faltazi a vez graet eus un oberenn, dreist-holl oberennoù danevellañ, o taolenniñ hiniennoù, darvoudoù, pe lec'hioù hag a zo ijinet pe a zo un azasadur ijinet eus diazezoù gwirion[1][2][3]. An taolennadurioù faltazius, n'int ket neuze un doare rik da gontañ fedoù, istorioù ha n'int ket rediet da vezañ gwirvoudel. En un doare hengounel e vez graet gant an droienn "faltazi" evit ober anv eus istorioù skrivet e komz-plaen, alies e stumm romantoù, danevelloù, istorioù berr[4][5]. En un doare ledan e vez graet faltazi eus an holl zanevelladurioù ijinet, n'eus forzh petra eo an doare oberenn, ha n'eo ket hepken reoù skrivet met ivez ivez dramaoù radio, filmoù, programmoù skinwel, comics, c'hoarioù roll, ha c'hoarioù video.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ fiction. Lexico. Oxford University Press (2019).
- ↑ (2012) The Philosophy of Computer Games. Springer Science & Business Media. 186–187 p. ISBN 978-9400742499.
- ↑ (1990) A Handbook to Literature, 7th, New York : Prentice Hall. 212 p.
- ↑ Abrams, M. h. (1999). A Glossary of Literary Terms, 7th, Fort Worth, Texas : Harcourt Brace. 94 p.
- ↑ "Patrom:Cite dictionary