Mont d’an endalc’had

Fairouz

Eus Wikipedia
Fairouz
Label(ioù) EMI, Virgin, Voix de l'Orient, Fayrouz Productions
Faïrouz o seniñ gitar.

Nouhad Haddad (نهاد حداد), anavezet evel Faïrouz [1] , [2] , [3], Fairouz, Feyrouz [4] pe Fayrouz zo ur ganerez eus Bro-Liban. Ganet eo bet d'an 21 a viz Du 1934 e Beirout. Unan eus divaed ar sonerezh arabek a-vremañ eo. He doare sonerezh a zo anavezet peogwir e ra gant ur meskaj sonerezhioù eus ar Reter-Nesañ hag ar C'hornôg. Awenet eo ivez gant ar sonerezh bizantat ha maronit, gant kanaouennoù arab hengounel, gant sonerezh simfonek, opera, sonerezh latin ha gant ar jazz adalek ar bloavezhioù 1980.

Dre ma'z eo bet o seniñ abaoe pell ha peogwir he deus graet berzh-bras dre ar bed a-bezh eo anavezet Fairouz evel « ar steredenn arab vrasañ a-viskoazh » [5] .

Ar ganaouenn Li Beirut kanet ganti e 1983 a zo brudet-kenañ. Diwar komzoù bet skrivet gant Joseph Harbet eo bet savet, evit disklêriañ karantez da vBeirout, kêrbenn Liban bet gwallgaset gant ar brezel[6].

Fairouz e 1946.

Desavet eo bet Faïrouz en ur familh kristen maronit a orin eus ur gêriadenn e menezioù Liban. Ar familh az eas d'en em staliañ diwezhatoc'h e Beirout, e karter Zqaq El Blat, e-lec'h ma tremenas he bugaleaj. [7] Anvet e voe Nouhad gant he mamm, Liza al Bostani, ha gant e zad, Wadi' Haddad (ur c'halvez asirian [8], [9] ganet e Mardin war harzoù Turkia ha Siria), a dec'has eus Liban abalamour da ouennlazh an Asirianed kaset da benn gant an impalaeriezh otoman e 1914–1918. Hec'h anv leurenn, treuzskrivet Fairouz pe Fayrouz, a dalvez "liv turkez" en arabeg [10].

Krouiñ a reas un doare sonerezh libanat nevez levezonet-bras gant ar sonerezh latin [7] gant sikour ar breudeur Rahbani [11], Assy ha Mansour (Assy a zeuio da vezañ he gwaz diwezhatoc'h).

He sonadeg foran kentañ a voe aozet e 1957. Buan e teuas da vezañ brudet dre ar bed arab a-bezh met ne ganas ket kalz e-pad Brezel diabarzh Liban, evit chom hep bezañ implijet gant an eil tu pe egile. Gant-se e voe karet ha doujet gant arvesterien a bep feiz. Abaoe fin ar brezel diabarzh he deus bet labouret gant he mab, Ziad Rahbani. Muioc'h-muiañ e vez levezonet he sonerezh gant luskoù ar jazz [12].

  1. Faïrouz : La diva libanaise engagée fête ses 90 ans : Le Liban et la Palestine au cœur.
  2. Ahmed Hachlaf (2001). Anthologie de la musique arabe, 1906-1960, Éditions Anep. 48 p. ISBN 9789961903513. “Farid Elatrache, Abdelwahab, et Faïrouz font partie des pionniers” 
  3. Abderrahman Benatia (1999). Pourquoi les Européens ont-ils peur des Arabes?, Dahlab. 54 p. “la chanteuse libanaise Faïrouz est célèbre dans tout le monde arabe” 
  4. Feyrouz ou le malheur arabe
    (fr)
    . Kavet : 2025-02-14.
  5. L'Orient- Le Jour
    (fr)
    (30 juillet 2018). Kavet : 10 janvier 2022..
  6. https://www.radiofrance.fr/francemusique/podcasts/maxxi-classique/les-amours-classiques-de-fairouz-3183767
  7. 7,0 ha 7,1 Jacques Denis (31 août 2020). Fairuz, icône fédératrice au service du Liban
    (fr)
    ..
  8. Faïrouz biography
    (en)
    . Kavet : 2023-08-01..
  9. What religion is Fairouz? – BioSidmartin. Kavet : 2023-08-01..
  10. Fairouz: Lebanon’s music icon that makes us proud!
    (en)
    (30 août 2020). Kavet : 22 août 2016..
  11. فيروز والفن الرحباني : الحلم المتمرد والفردوس المفقود / محمد منصور - Sudoc. Kavet : 2023-02-03..
  12. Fairuz: the Arab world's most celebrated living voice
    (en)
    (31 août 2020)..