Fabrique d'armes Émile et Léon Nagant

Ar Fabrique d'armes Émile et Léon Nagant a oa un embregerezh armoù-tan ha kirri-tan belgiat, bet savet e Liège e 1859, hag aet da get e 1928.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe an embregerezh gant an daou vreur Émile ha Léon Nagant evit kempenn ha dresañ armoù-tan. War gae an Ourthe e oa da gentañ, e Liège, ur gêr istorel e bed an armerezh. E 1867 e kejjont gant izili Remington, ha produiñ a rejont 5 000 fuzuilh Rolling Block dindan aotre evit zouaved Stadoù ar Pab[1].

Meur a arm all a voe ijinet gant an embregerezh diwar-neuze, reoù evit armeoù an Izelvroioù ha Gres en o zouez. E revolver stumm 1878 a servijas da ziazez evit reoù all implijet e armeoù Belgia, Norvegia, Sveden, Serbia, Brazil hag Arc'hantina. An Nagant M1895, ur revolver dezhañ ur wikefre hep aerfaout, a voe prenet gant arme an Impalaeriezh rusian. Evit ar memes bro e labouras ar vreudeur Nagant en ur gemer perzh e ijinadenn ar fuzuilh Mosin-Nagant, a voe reolius en armeoù rusian ha soviedel eus 1891 betek dibenn an Eil Brezel-bed. E deroù ar bloavezhioù 1890 e rankas Émile Nagant pellaat diouzh an embregerezh, a voe adanvet Fabrique d'armes Léon Nagant e 1896. Hemañ diwezhañ a voe e penn ar stal e-unan da gentañ, hag asambles gant e zaou vab Charles Ha Maurice diwezhatoc'h[1].
Dedennet e oa ar baotred Nagant gant ar c'hirri-tan ivez, hag e 1899 e krogas o embregerezh da broduiñ otoioù Gobron-Brillie dindan aotre, a-raok kenlabourat gant Rochet-Schneider adalek 1904. E 1907 e fellas d'an embregerezh ijinañ e girri-tan dezhañ e-unan : ul labouradeg nevez a voe savet war gae Coronmeuse, e Liège bepred, hag implijet e voe an ijinour alaman Ernst Valentin e penn rann diorren Nagant. Brud a dapas ar merk e redadegoù diwar neuze, met distrujet e voe ul lodenn eus ar savadurioù er Brezel-bed Kentañ. Adkregiñ a reas e oberoù goude ar brezel, met daoust da vrud vat e otoioù e oa re vihan an embregerezh evit gellout arc'hantaouiñ produerezh a-yoc'h e garbedoù nevez. An hini diwezhañ a voe kinniget e 1927. Bloaz war-lerc'h e voe prenet Nagant gant an embregerezh Imperia. Gwerzhet e voe e labouradeg d'an FN Herstal[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Claude FEYS & René SMEETS, Les revolvers et les fusils Nagant, Jacques Grancher, 1982, 159 p.
- (en)(fr) Alain Daubresse, Les armuriers liégeois à travers leurs réalisations 1800-1950 Tome 5 - Liège gunmakers through their work 1800-1950 Book 5, 2017, 338 p., ISBN 978-2-930825-04-5
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) DAUBRESSE Alain, La firme Nagant, Littlegun (lennet d'an 08/04/2026)
- ↑ (fr) Daniel ABSIL, NAGANT 1896 – 1928, Royal Veteran Car Club Belgium (lennet d'an 08/04/2026)