Mont d’an endalc’had

FN FNX

Eus Wikipedia
FN FNX


Un FN FNX-40, kambret e .40 S&W
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober/daou-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù .45 ACP (FNX-45)
9 mm Parabellum (FNX-9)
.40 S&W (FNX-40)
Produer FN America
Mare produiñ Abaoe 2009
Perzhioù teknikel
Stumm FNX-9
Mas (hep kartouchenn) 0,620 kg
Hirder 190 mm
Hirder ar c'hanol 100 mm

Endalc'h Kargerioù fiñv
14 kartouchenn (FNX-40)
15 kartouchenn (FNX-45 hag FNX-45 Tactical)
17 kartouchenn (FNX-9)
10 kartouchenn (an holl galibroù, evit doujañ ouzh lezennoù broioù 'zo)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An FNX zo ur rummad pistolennoù damaotomatek un-ober ha daou-ober produet abaoe 2009 e Columbia (South Carolina) gant FN America, rann an FN Herstal er Stadoù-Unanet. Kemeret en deus plas ar rummad FNP e katalog ar merk.

An FNX zo pistolennoù dezhe ur framm e polimer ha loc'hennoù kleiz-dehoù, war bouez boutoñs skarzhañ ar c'harger a c'hell bezañ cheñchet e du en ur zivontañ anezhañ. Ur c'hi diavaez hag ul loc'henn dizarmiñ o deus. Kinniget int er c'halibroù 9 mm Parabellum (FNX-9), .45 ACP (FNX-45) ha .40 S&W (FNX-40). Ur pevare stumm, anvet FNX-45 Tactical, zo bet savet evit programm armoù-dorn nevez arme ar Stadoù-Unanet. Ur c'hanol sazilet hag ur c'houch uheloc'h en deus, evit gellet bezañ implijet gant ur reduer-son[1][2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Roger Out, Du pistolet FNP-45 au FNX-45, Cibles n°650, miz Eost 2024, pp. 52-57
  2. (en) POPENKER Maxim, FN FNX, Modern Firearms (lennet d'ar 25/03/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan