FN 509
| FN 509 | |
|---|---|
Ur bistolenn FN 509 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek daou-ober |
| Mont en-dro | Tennata, skoer bannet |
| Munisionoù | 9 mm Parabellum |
| Produer | FN America) |
| Mare produiñ | Abaoe 2017 |
| Perzhioù teknikel (stumm diazez) | |
| Mas | 0,762 kg |
| Hirder | 187,9 mm |
| Hirder ar c'hanol | 101,6 mm |
| Endalc'h | Karger fiñv 10 pe 17 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An FN 509 zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh stadunanat FN America, skourr an FN Herstal eno, abaoe 2017. Kambret eo e 9 mm Parabellum.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An FN 509 zo deveret eus an FN FNS[1]. Savet e oa bet he c'hentpatromoù gant FN America er bloavezhioù 2010 evit kemer perzh er genstrivadeg XM17 Modular Handgun System, a oa he fal dibab ur bistolenn nevez evit an arme stadunanat e plas an M9. Ar SIG Sauer P320 eo a voe choazet a-benn ar fin e 2017, met an FN a lakaas e gwerzh er memes bloaz ar 509, a oa ganet diwar al labour-mañ ha kemmet un tamm[2].
Un arm daou-ober eo an FN 509, dezhañ ur framm e polimer hag ur skoer bannet. Pourveziet eo gant ur c'harger 17 tenn, ha reoù 10 tenn a gaver war ar marc'had ivez. Surded an draen zo disheñvel diouzh hini ur Glock abalamour eo rannet e div lodenn[2].
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- FN 509 Tactical : kanol hiroc'h (114 mm) ha sazilet ; kouch uheloc'h evit gellet bukañ gant ur buker poent ruz pe ur reduer-son savet war an arm [3];
- FN 509 MS (Mid Size) ;
- FN 509 LS (Long Slide) : kanol hiroc'h (127 mm), draen plaen hag izeloc'h e bouez-loc'hañ (2-3 kg e-lec'h 2,5-3,5 kg) ; biz e gwienn optikel ; gwiskad an dornell disheñvel ; puñs ar c'harger kemmet evit gellet adkargañ an arm buanoc'h. Soñjet eo bet evit an tenn pleustrek[4].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An FN 545 (e .45 ACP) hag an FN 502 (e .22 Long Rifle) zo deveret eus an FN 509.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) DEDIEU Florent, FN 509 FDE et FNX-45, l'esprit de famille !, e Tir Mag n° 23, mizioù Even-Gouere-Eost 2023, pp. 16-19
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The New FN 509: Not The MHS Gun, But Close, The Firearm Blog, 17/04/2017 (lennet d'an 31/08/2025)
- ↑ 2,0 ha 2,1 (en) HUNNICUTT Robert W., FN 509 9mm Pistol - Reviewed & Tested, Firearms News (lennet d'an 31/08/2025)
- ↑ (fr) FN 509 Tactical war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 31/08/2025)
- ↑ (fr) FN 509 LS Edge war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 31/08/2025)