Ezekiel Baker
Neuz

Ezekiel Baker (1758-1836)[1] a oa un armeurer brudet eus dibenn an XVIIIvet ha deroù an XIXvet kantved. E Londrez e oa staliet.
Deskard e voe da Henry Nock, un armeurer hag a save fuzuilhoù liestenn evit ar Royal Navy[2]. E 1775 e tigoras Ezekiel Baker e stal dezhañ er 24, Whitechapel Road e Londrez. Brudet eo an den evit bezañ ijinet ar garabinenn Baker, a zeuas da vezañ e 1800 an arm-skoaz rizennet kentañ e servij e unvezioù zo eus arme Breizh-Veur[3]. Sevel a reas armoù evit izili familh ar roue ivez[4]. Priziet eo he froduerezh gant an dastumerien armoù hiziv an deiz.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Twenty-three Years Practice and Observations with Rifle Guns, skrivet evit reiñ alioù pleustrek d'an dennerien[1]. Embannadur kentañ e-tro 1800, adembannet meur a wech war-lerc'h. An eil embannadur (1804) a c'haller lenn enlinenn.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) ‘Twenty-Three Years Practice and Observations with Rifle Guns’, The Rifleman's Museum (lennet d'an 18/01/2026)
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 58
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, pp. 60-61
- ↑ (en) Flintlock muzzle-loading double-barrelled pistol - By Ezekiel Baker - 1813, Royal Armouries (lennet d'an 18/01/2026)